Brezhoneg / Articles en Breton

Kerzhadeg Bruz

Pinterest LinkedIn Tumblr

D’ar sadorn 5 a viz Kerzu e oa deut un 40 den bennak da gerzhet etre Bruz ha Karnod evit degas da soñj d’an deskadurezh stad e oa stanket diorren an hentenn bublik divyezhek e Bruz. Kement se zo gwir e Breizh Uhel dre vras.

20 000 skoliad en hentennoù brezhonek e 2010 a oa pal ar c’huzul-rannvro…Ne vo ket tizhet…

D’an deiz fenoz e komzer c’hoazh eus ezhomm ur raktres lezenn evit ar brezhoneg, warc’hoazh a-raok ar votadeg evit ar c’huzul rannvro e vo klevet an holl listennadoù o prezegenniñ diwar-benn ar brezhoneg…brav eo kaozeal…

Disadorn, siwazh, war-bouez kerent kalonek Bruz ne oa nemet un ezel eus ar re c’hlas hag un nebeud eus Breizhistance/Strollad Sokialour Breizh skoaz-ouzh-skoaz gante.

Pelec’h’ oa ar re all ? O teskiñ brezhoneg ?

Izili Breizhistance/SSB Bro Roazhon.

Write A Comment