Brezhoneg / Articles en Breton

200 den a oa deuet da dalañ ouzh an FN e Gwengamp

Pinterest LinkedIn Tumblr

A-benn ar fin ez eo tost da 200 den a oa deuet da vanifestiñ e Gwengamp a-benn embann ne oa ket degemeret mat Jean-Marie Le Pen war hon douaroù. N’eo ket fall e vije deuet kement-se a dud dindan ken nebeud a amzer.

Breizhistance (Dizalc’houriezh ha Sokialouriezh) hag ar genurzhierezh evit Breizh dizalc’h ha diveli o doa galvet da ac’hubiñ straedoù ar vro evit adlavaret e nac’homp prezegennoù gouennelour, faskour ha trevadennour prezidant ar FN dreist-holl amañ e Breizh, ur vroad a vez nac’het dezhi ar gwir da vezañ gant broadelourien ar Frañs. Ar strollad komunour gall, sindikalourien (SLB, CNT, CGT…), re yaouank ar strollad sokialour gall hag un toullad tud yaouank kevred gant izili zo eus an UDB hag ar re c’hlas o doa dibunet ganeomp eta, evit klask mont an tostañ ar gwellañ eus tachenn Myriam de Coatparquet. En he domani prevez he doa aozet mouezh-aotreet lec’hel ar strollad faskour gall gouel an FN, ken diaes mard eo d’al loened-se diskouez o fri lous a wel d’an holl en hor bro, da vare gouel broadel ar Frañs zoken.

An archerien o doa miret ouzhimp da vont tost a-walc’h. Klasket o doa un toullad tud yaouank da gemer an hent-houarn a dremen a-us da zachenn De gCoatparquet… en aner ! Ti-gar Gwengamp zo bet ac’hubet e-pad un nebeud amzer, un nebeud trenioù stanket hag un dornad mein taolet war izili an arme gall a oa deuet da vezañ re dost eus ar vanifesterien. N’eus ket bet harzhet den ebet.

Ar mediaoù o deus roet ar gaoz da brezidant ar FN (dreist-holl le Télégramme) met an holl ivez o deus ranket reiñ ar gaoz deomp. Ar vretoned all o deus gwelet ha klevet evel-se ne chome ket dioberiant an tu-kleiz dizalc’hour.

Selaou an atersadenn war France Bleu Breizh Izel

Write A Comment