Archive

septembre 24, 2010

Browsing

Glac’haret-bras omp o klevet eo aet hor mignon Pascal Boccou da anaon ; lammet e vuhez digantañ war hent ar vakañsoù. Ur c’holl bras-meurbet eo, evit e familh, Anne-Lise e wreg, Pierre ha Mona, e vugale hag e holl vignoned, met evit kêr z/Douarnenez ha Breizh a-bezh ivez evel-just.

Stourm war bep tachenn, sed ar pezh en deus graet Pascal e vuhez-pad : kuzulier-kêr eo bet evit pevar respet, e penn ar gevelouri-mor eo bet ivez hag ezel OPOB, aozadur ar beskerezh e Kornog Breizh.

Un den kar e vro hag e yezh e oa Pascal, ha prezidant Emglev Bro Douarnenez (a vod ar c’hevredigezhioù o plediñ gant ar sevenadur e Douarnenez) e oa bepred.

Na zisoñjimp ket e c’hoarzh laouen, e farsadennoù pe c’hoazh e ganaouennoù primaozet kaer e-kerzh ur pred bennak.

Mil drugarez dit Pascal, evit kement ‘t eus kaset da benn, ur wir gentel a vuhez out bet evidomp-holl.  Ra vo skañv douar Breizh dit, e bro ar gavotenn hag an dreujenn-gaol…

Kenavo mignon

———————————————————————————————————————————–

C’est avec une profonde tristesse que nous apprenions hier le décès de notre ami Pascal Boccou. Il a trouvé la mort sur la route alors qu’il se rendait avec sa femme dans le Cantal.

C’est une énorme perte, pour sa famille, Anne-Lise, sa femme, Pierre et Mona, ses enfants et tous ses amis. Une énorme perte également pour la ville de Douarnenez, et aussi pour la Bretagne.

Militer, tel était son maître-mot. En effet, Pascal a effectué quatre mandats municipaux, a été responsable de coopérative maritime et membre de l’OPOB,  l’organisation des pêcheurs de l’Ouest-Bretagne.

Pascal aimait sa langue, le breton évidemment, il était toujours président de « Emglev Bro Douarnenez » (confédération qui regroupe les associations culturelles sur Douarnenez).

Nous n’oublierons pas son rire, ses farces, ses complaintes et ses gavottes improvisées au cours d’un repas.

Merci Pascal, pour cette leçon de vie et tout ce que tu nous as apporté.

Kenavo l’ami

Pour Breizhistance, Maelan Joubin, Arno Vannier, Adrien Christophe