Brezhoneg / Articles en Breton

Betek an trec’h, stankomp an ekonomiezh !

Pinterest LinkedIn Tumblr

Chom a ra kreñv fulor ar bobl abalamour da raktres ar gouarnamant evit daleañ oad al leveoù. Ma c’heller bezañ etre daou soñj diwar-benn efedusted ar manifestadegoù  aozet d’ar sadorn ez eo anat goude hini disadorn ez eus un toullad mat a dud e Breizh kontant da vont pelloc’h gant ar stourm. Kement-se zo bet diskouezet ouzhpenn gant an dud o deus stanket an hent-tizh e-kichen Kemperle ha gant ar re o deus rediet ur greizenn genwerzhel e Roazhon da serriñ he dorojoù.

Gervel a reomp hon izili ha  mignoned da gemer perzh e -kement darvoud a sikouro da stankañ an ekonomiezh a-raok, e-pad ha goude an devezh harz-labour a vo dalc’het d’an 12 a viz Here.

Faot a ra deomp embann ez eomp skoaz-ouzh-skoaz gant an tri froletour yaouank bet barnet ha bac’het evit daou dionte e Sant-Nazer goude an devezh stourm bet dalc’het d’an 23 a viz Gwengolo. prest omp da gemer perzh e kement intrudu a gengred a vo aozet evito.

BREIZH DIEUB HA SOKIALOUR !

Write A Comment