Brezhoneg / Articles en Breton

Dilun 18 a viz Here : an holl e Naoned a-enep raktres an aerborzh

Pinterest LinkedIn Tumblr

aerborzhmoket

Gervel a ra BREIZHISTANCE-IS da gemer perzh en obererezhioù al Lun 18 a viz Here en Naoned, aozet gant ACIPA, ACEDA ha kevredad an aozadurioù a-enep da raktres an aerborzh. . Galvet eo an dud eta adal 9 e, dirak ar C’huzul Departamant hag a-hed an devezh dirak palez Broioù al Liger ha Naoned-Metropol, kement ha diskuliañ raktres arc’hantañ an aerborzh d’an holl. Emañ UMP kevret gant PS o fouetañ madoù foran war zigarez dudioù brientek. Unan eus stourmoù ekologel poblek 2010 e tiskouez ar stourm enep-aerborzh bezañ. En tu-hont da-se ez eo ar mod nemetañ da dalañ ouzh ar gapitalouriezh hag ar bulldozerioù da lakaat fin d’ar raktres daonet-se, bet lusket daoust da redioù kemm sokial hag ekologel ekonomiezh ar vro.

Anzav a ranker pegen start eo deomp kompren kemennadenn Europe Ecologie da gemer perzh e devezh al Lun 18, gant ar soñj gwaskañ a-enep d’an aerborzh skoaz-ouzh-skoaz gant PS a-benn dilennadegoù prezidantel 2012. Mat eo gouzout ivez eo bet torret ar gevrad gant prezidant rannvro PS Broioù al Liger, bet sinet gant Europe Ecologie goude an dilennadegoù rannvro. En tu-hont da-se eo bet sinet raktres arc’hantañ an danframmoù hentoù a-drugarez d’ar stad. N’eus tra ‘bet da c’hortoz digant PS eta, estreget postoù dilennidi. Ur wech adarre eo stourm war al lec’h a c’hello cheñch penn d’ar vazh.

Write A Comment