Brezhoneg / Articles en Breton

Stourm ar Brezhoneg, an distro !

Pinterest LinkedIn Tumblr

D’an 29 a viz Kerzu tremenet e oa bet aozet un taol-kaer gant Stourm Ar Brezhoneg a-benn lakaat ar Stad C’hall da zerc’hel soñj eus plas mantrus ar Brezhoneg. Dre an oberenn-mañ (hag a lak da soñjal er pezh a oa bet graet er bloavezhioù 2000 gant an  FLPPB evit harpañ ar brizonidi bolitikel : laeroñsi panelloù e Chasseneuil-du-Poitou, kêr Raffarin, hag e Avrillé, kêr Bachelot) e tistro SAB war an dachenn o tagañ kêr ar c’hentañ ministr evit lakaat war-wel d’an holl ar stourm politikel a vez kaset evit ar yezh.

Kroazhent tro Brezhoneg.5E 2008, da vare an tabut e Parlamant Bro-C’hall, e oa bet gwelet ne oa ket tu kaout un dazont d’hor yezh dre ar Republik Gall, dre ma vez ingal kontrol d’ar pobloù oc’h ober anezhi. A-benn ar fin e oa bet lakaet un draig er mellad 75 eus ar Vonreizh Gall gant ar frazenn “yezhoù rannvroel o vezañ perzh eus glad ar Republik Gall”, ar pezh a ziskoueze splann c’hoant Bro-C’hall mestroniañ pep tra hep kas war-raok ur politikerezh yezh wir ha bev.

Dre grouidigezh ensavadurioù demokratel e Breizh e vo un dazont d’hor yezh, evel ma vo un dazont d’hor gwirioù politikel ha sokial. Gant ur Parlamant eo e vimp gouest da sevel lezennoù war un tem ha na zedenn na Pariz, na Bro-C’hall : dazont hor yezh.

Gant ar polis e vefe bremañ ar gemenadenn kaset da France Bleu Breizh Izel. Enebiñ a reomp taer ouzh ar c’hudennoù justis a c’hellfe bezañ savet a-enep da stourmerien ha stourmerezed SAB ha kelaouiñ a reomp ar C’hentañ Ministr e vint difennet gant an holl strolladoù politikel a-sav a-du da vat gant brezhoneg ha dizalc’houriezh Breizh.

Diwar-benn SAB hag ar FLPPB :

http://www.oocities.com/flppb_bzh/

http://stourmarbrezhoneg.blogspot.com/

Write A Comment