Brezhoneg / Articles en Breton

Kendalc’h BREIZHISTANCE-IS

Pinterest LinkedIn Tumblr

BREIZHISTANCE-IS a oa he c’hendalc’h d’ar 7 ha d’an 8 a viz Mae e Kamlec’hieg. 32 zileuriad o deus kemeret perzh er c’hendalc’h, o tont eus Gwened, Douarnenez, Brest, Felger, Roazhon, Naoned, Kastell-Briant ha Gwengamp. BREIZHISTANCE-IS a gav dezhi eo yael bilañs an daou vloavezh bet abaoe he c’hrouidigezh, daoust ma chom kalz a labour d’ober. Yaouank eo al luskad, muioc’h-mui a verc’hed a zeu d’e greñvaat, diaweladurioù hag intruduoù nevez zo ganet diwar ar c’hendalc’h-mañ. Meur a wezh eo deuet a-benn BREIZHISTANCE-IS da sevel he stourmerien ha stourmerezed ha da gemer perzh el luskadoù ha stourmoù sokial hag ekologour diwezhañ e Breizh. War ar renk e oamp ivez en dilennadegoù diwezhañ evit difenn soñjoù an Tu kleiz Dizalc’hour, a ‘n em led er gevredigezh hervezomp.

Burev broadel BREIZHISTANCE-IS zo ennañ Maiwen Salomon, Morgan Cotten, Jonathan Guillaume, Gael Roblin ha Guillaume Bricaud. A-gevret gant al luskad a-bezh e c’halvont da sevel a-dolpadoù da geñver an emgavioù sokial da zont.

D’an 10, 11 ha 12 a viz Even e Kawan evit Gouel Broadel ar Brezhoneg, d’ar Sadorn 18 a viz Even e Naoned evit ar vanifestadeg «Breizh o stourm» ha d’an 8, 9 ha 10 a viz Gouere e Kernitron-al-Lann evit an dibenn-sizhun enebiñ ouzh ar raktres aerborzh.

Write A Comment