O tostaat emañ deiziad manifestadeg vras an 18 a viz Even e Naoned . Izili “Breizhistance/IS Bro dreger” o deus bet c’hoant da vrudañ an darvoud.
Bet ‘oant digwener da noz war rond-saoz Kernilien e Gwengamp evit skignañ traktoù a-benn gervel da vanifestiñ niverus evit unvaniezh hor bro.
Un hanter zousennad eus hon izili o doa skignet 500 trakt da gement karr-tan a dremene dre aze. Dispaket o doa ur giton a oa diaes da chom hep gwelet !
Deuet e oa ar gelaouennerien da atersiñ anezho. Un doare simpl hag efedus da reiñ da c’houzout d’ar vretoned e ranker stourm evit hor bro hag an demokratelezh….Kement mañ a c’hell bezañ gant kement hini ac’hanomp evit ma vo leun straedoù kerbenn Breizh d’an 18 a viz Even.
Evit gouzout hiroc’h : http://bretagneenresistance.eu/