Vie politique / Buhez politikel

Roazhon antifa !

Pinterest LinkedIn Tumblr

Daoust d’an amzer vrav e oa deuet ouzhpenn 200 den d’ar sadorn 1añ a viz Here da zibuniñ dre straedoù Roazhon evit enebiñ ouzh mennozhioù an tu-dehoù pellañ. A-drugarez da labour frouezhus komite antifa Roazhon e oa bet nullet un emvod rakreset gant mignoned an FN bodet tro dro da Alain Soral er gevredigezh “Egalité et Réconciliation”.

antifa4Ar stourmerien a-enep faskour o doa galvet da vanifestiñ memes tra harpet gant un dornad sindikadoù ha strolladoù politikel, Breizhistance en o zouez, evit adembann e chomint war evezh abalamour da levezon re greñv mennozhioù ar strolladoù faskour d’ar c’houlz-mañ.

Ar vanifesterien yaouank a oa tremenet didrabas e kreiz-kêr Roazhon en ur huchal luganioù kontrol d’ar ouennouleriezh evit diskouez ne vo ket deuet mat biken ar mennozioù faskour war hon douaroù.

Evit gouzout hiroc’h diwar-benn komite antifa Roazhon : http://www.antifabzh.lautre.net/roazhon/

 

 

 

Write A Comment