Browse: Home / 2011 / octobre / 11 / Etre komzoù Martine Aubry ha doareoù pleustrek J.-L. Tourenne ha J. Auxiette, bras eo chom an diforc’hioù !

Menu

Skip to content
  • Contact / Darempred
  • Crédits / Kredoù

Bretagne InfoLogo

Indépendance et socialisme

Menu

Skip to content
  • Home
    • Vie politique / Buhez politikel
    • Social / Sokial
    • International / Etrevroadel
    • Information / Kelaouiñ
    • Réunification / Adunaniezh
    • Ecologie / Ekologiezh
    • Féminisme / Gwregelouriezh
    • Répression / Moustrerezh
    • Comités / Poellgorioù
    • Articles en Breton / E brezhoneg
  • Statuts
  • Adhérer
  • Programme
  • Dons
  • Liens
  • Charte
  • Régionales 2015
  • Boutique / Stal
Ha mat pell zo

Etre komzoù Martine Aubry ha doareoù pleustrek J.-L. Tourenne ha J. Auxiette, bras eo chom an diforc’hioù !

Hervez kont e vije Martine Aubry evit ar c’helenn brezhonek dre ret. En ur glask pigosat un nebeud mouezhioù e Breizh setu m’eo deut hi da vezañ radikaloc’h eget difennourien ar brezhoneg.

Da bobl vreizh eo da dermeniñ an doare ober.

Martine Aubry hag a faot dezhi mont da brezidantez ar stad kreizennourañ a gaver en Europa n’eo plaset mat e mod ebet evit ma vije roet un tamm kredit , dreist-holl e-korf ur c’houlzad kabaliñ ledan evit dastum mouezhioù, evit komz diwar-benn ar brezhoneg. Ken bras e chom an diforc’h etre ar c’homzoù hag an ober war ar pemdez.

Evel m’en diskouez Kuzul-Meur Il ha Gwilen, a zo e brezidant Jean-Louis Tourenne, en ur nac’h reiñ arc’hant evit an treuzdougen da skolajidi Diwan a-orin eus e departamant  a rank mont da skolajoù Gwened pe Plijidi. Kement-mañ a goust ker ruz da familhoù zo, n’int ket kat da anduriñ kement-se. Sur a-walc’h e soñj da Jean-Louis Tourenne ez eo ar c’helenn Brezhoneg un dra diezhomm.

En Liger-Atlantel, ar 5vet departamant gall e Breizh  ivez e c’heller ober anv eus an enebiezh-se. An Aotroù Auxiette , a harp Martine Aubry evit mont da brezidantez ar Frañs, ha prezidant war un dro eus rannvro « broioù al liger » a zo pell mat da lakaat e pleustr barregezhioù e strollegezh tiriadel evit ar pezh a denn eus an arc’hantaouiñ evit ar stummadurioù brezhonek evit an dud deuet.

Komzoù toull Martine Aubry na ziskouezont nemet un dra : pe vez tud o kabaliñ evit bezañ dilennet e vez gwelet splann e vezont emskiant eus ur gudenn a zisoñjont ken buan all  ur wezh tremenet ar votadegoù. Da bobl vreizh eo d’en em dermeniñ evit dibab en he bro ar pezh a zo mat deomp war an dachenn-se pe re all. Ar ger-stur stag eus ar gwir d’en em dermeniñ a rank bezañ implijet da ziazez kement kaoz pe oberenn evit ar brezhoneg. An diskoulmoù hag ar youl zo ganeomp, ne vank nemet an tu da lakaat anezho e pleustr ! N’eo nemet a-drugarez d’ un demokratelezh lec’hel hag eeun amañ e Breizh e vo tizhet ar pal-se.

Breizhistance, Breizh dieub ha sokialour

Posted in Brezhoneg / Articles en Breton | Tagged aubry, Brezhoneg, primaires, ps

Articles similaires

Ar fulor a sav !→

Depuis la Bretagne défendons le Rojava !→

Breizh = Galiza ! Ar gwir hon eus da zibab ! Manif en Oriant !→

Disoc’hoù ar bak : Kelaouadenn liseidi Diwan→

  • Facebook
  • Twitter
  • YouTube

Articles récents / Pennadoù nevez

  • Ar fulor a sav !
  • Grève de décembre : déjà 25 rendez-vous en Bretagne pour le 5 décembre !
  • Succès de la première marche pour l’unité de l’Irlande.
  • + de Bretagne ? Oui, mais comment ? Un livre d’analyses et de perspectives suite au sondage « DIBAB – Décidez la Bretagne »

Prenañ / Commander

advertisement
advertisement

Mots-clés / Gerioù alc’hwezh

44=breizh aeroport anticapitalisme antifa autodétermination auxiette ayrault breizh breizh antifa breizhistance breizh o stourm brest bretagne bretagne en luttes bretagne réunie Brezhoneg bzh BZHG carhaix cgt diwan feminisme gauche indépendantiste Gauche Indépendantiste Bretonne guingamp gwengamp internationalisme karaez kurdistan langue bretonne macron nantes naoned nddl notre-dame-des-landes npa pkk ps rennes reunification roazhon Rojava udb valls zad

Youtube Bretagne-Info

Prenañ / Commander

advertisement

Archives / Dielloù

octobre 2011
L M M J V S D
« Sep   Nov »
 12
3456789
10111213141516
17181920212223
24252627282930
31  

Prenañ / Commander

advertisement

Contact / Darempred

Contact national :

BREIZH /BRETAGNE
breizhistance.psb@gmail.com

Tél / Pgz : 06 45 38 55 11

Comités locaux :

• PAYS NANTAIS / BRO NAONED
breizhistance.naoned@gmail.com

• TREGOR / BRO DREGER
breizhistance.gwengamp@gmail.com

• PAYS DE RENNES / BRO ROAZHON
breizhistance.roazhon@gmail.com

• DOUARNENEZ
breizhistancedouarnenez@gmail.com

• PAYS DE LA MEE / BRO VEZ
breizhistance.mee@gmail.com

• PAYS VANNETAIS / BRO WENED
breizhistans.gwened@gmail.com

Video du site / Video al lec’hienn

Footer logo
  • Facebook
  • Twitter
  • YouTube

Bretagne Info – Keleier Breizh

Indépendance & Socialisme –
Breizh dieub ha sokialour

 

Actus récentes

  • Ar fulor a sav !

    04/12/2019 / admin
  • Grève de décembre : déjà 25 rendez-vous en Bretagne pour le 5 décembre !

    03/12/2019 / admin
  • Succès de la première marche pour l’unité de l’Irlande.

    25/11/2019 / admin
  • + de Bretagne ? Oui, mais comment ? Un livre d’analyses et de perspectives suite au sondage « DIBAB – Décidez la Bretagne »

    23/10/2019 / admin
 

Vidéo à la Une !

 

Catégories

  • Brezhoneg / Articles en Breton
  • Comités / Poellgorioù
  • Ecologie / Ekologiezh
  • Féminisme / Gwregelouriezh
  • Information / Kelaouiñ
  • International / Etrevroadel
  • Non classé | Er-maez rummad
  • Répression / Moustrerezh
  • Réunification / Adunaniezh
  • Social / Sokial
  • Vie politique / Buhez politikel
 

Menu