Brezhoneg / Articles en Breton

Etre komzoù Martine Aubry ha doareoù pleustrek J.-L. Tourenne ha J. Auxiette, bras eo chom an diforc’hioù !

Pinterest LinkedIn Tumblr

Hervez kont e vije Martine Aubry evit ar c’helenn brezhonek dre ret. En ur glask pigosat un nebeud mouezhioù e Breizh setu m’eo deut hi da vezañ radikaloc’h eget difennourien ar brezhoneg.

Da bobl vreizh eo da dermeniñ an doare ober.

Martine Aubry hag a faot dezhi mont da brezidantez ar stad kreizennourañ a gaver en Europa n’eo plaset mat e mod ebet evit ma vije roet un tamm kredit , dreist-holl e-korf ur c’houlzad kabaliñ ledan evit dastum mouezhioù, evit komz diwar-benn ar brezhoneg. Ken bras e chom an diforc’h etre ar c’homzoù hag an ober war ar pemdez.

Evel m’en diskouez Kuzul-Meur Il ha Gwilen, a zo e brezidant Jean-Louis Tourenne, en ur nac’h reiñ arc’hant evit an treuzdougen da skolajidi Diwan a-orin eus e departamant  a rank mont da skolajoù Gwened pe Plijidi. Kement-mañ a goust ker ruz da familhoù zo, n’int ket kat da anduriñ kement-se. Sur a-walc’h e soñj da Jean-Louis Tourenne ez eo ar c’helenn Brezhoneg un dra diezhomm.

En Liger-Atlantel, ar 5vet departamant gall e Breizh  ivez e c’heller ober anv eus an enebiezh-se. An Aotroù Auxiette , a harp Martine Aubry evit mont da brezidantez ar Frañs, ha prezidant war un dro eus rannvro « broioù al liger » a zo pell mat da lakaat e pleustr barregezhioù e strollegezh tiriadel evit ar pezh a denn eus an arc’hantaouiñ evit ar stummadurioù brezhonek evit an dud deuet.

Komzoù toull Martine Aubry na ziskouezont nemet un dra : pe vez tud o kabaliñ evit bezañ dilennet e vez gwelet splann e vezont emskiant eus ur gudenn a zisoñjont ken buan all  ur wezh tremenet ar votadegoù. Da bobl vreizh eo d’en em dermeniñ evit dibab en he bro ar pezh a zo mat deomp war an dachenn-se pe re all. Ar ger-stur stag eus ar gwir d’en em dermeniñ a rank bezañ implijet da ziazez kement kaoz pe oberenn evit ar brezhoneg. An diskoulmoù hag ar youl zo ganeomp, ne vank nemet an tu da lakaat anezho e pleustr !
N’eo nemet a-drugarez d’ un demokratelezh lec’hel hag eeun amañ e Breizh e vo tizhet ar pal-se.

Breizhistance, Breizh dieub ha sokialour

Write A Comment