Ecologie / Ekologiezh

Nann d’an nerzh nukleel !

Pinterest LinkedIn Tumblr

Gervel a ra Breizhistance IS da gemer perzh en dibunadeg kontrol d’an nukleel a vo disadorn e Roazhon. Da c’hortoz hor sav-poent sed aze hini ar genurzhierezh e-karg eus an intrudu. Deuit niverus !

D’an 11 a viz Meurzh e oa bet ur gwallreuz naturel spontus e Bro-Japon ha diwar-se ar gwallreuz nukleel spontusañ zo bet biskoazh. Ar skinoberiantiz zo bet kaset pell, kentadoù a gilometradoù, ha saotret ul lodenn eus ar vro hag eus ar Meurvor Habask. N’eus ket bet graet kalz a dra da wareziñ ar bobl da geñver an c’hontammadur.

Abaoe, an taol-spontus-se ez eus tud er bed a-bezh o sevel o mouezh : 60 000 japanad o doa manifested an dibenn-sizhun tremenet e Tokyo da c’houlenn paouez gant an nukleel.

E Frañs avat eo dall ar Stad, ha n’eo ket gouest da welet pelec’h emañ an dalc’h pa vez kaoz eus mont er-maez eus an nukleel. Gant se ez eus bet divizet gant strolladoù kevredigezhioù aozañ manifestadegoù d’ar sadorn 15 a viz Here. Manifestadegoù a vo e Roazhon Bourdel, Toulouse, er Bugey (etre Lyon ha Geneve), Dunkerque, a-benn goulenn paouez diouzhtu gant chanterioù an EPR ha gant ar c’hreizennoù an dañjerusañ.

Ar vanifestadeg e Roazhon d’ar 15 a viz Here. Gervel a ra ar strollad kevredigezhioù an holl dud, an holl geodedourien da lavaret STOP d’an nukleel, ha da c’houlenn groñs paouez diouzhtu gant an EPR hag an THT.

An emgav a vo da greisteiz, Mail François Mitterrand, etre an Il hag ar Gwilen, ha dirak plasenn Vreizh (ha n’eo ket war blasenn Charles de Gaulle evel ma oa bet raktreset)

-Etre kreisteiz ha 2e30 e vo stalioù-kelaouiñ, stalioù-debriñ, abadennoù dudi, prezegennoù berr. Da 2h30 e krogo an dibunadeg, betek 5e30. Ar strollad “Sergent Pépère» a sono d’ar mare-se, ha war e lerc’h e vo strolladoù dic’hortoz.

-Da 10e e vo ur brezegenn evit ar c’hazetennoù diwar-benn Fukushima, an EPR hag an THT, ar mod da vont er-maez eus an nukleel war dachenn ar bolitikerezh.


Ar c’hevredigezhioù kornôg a-enep d’an nukleel a zo enno: Strollad Sant-Maloù a-enep d’an Nukleel, Strollad Sant-Brieg a-enep d’an Nukleel, AE2D (Penn ar Bed), SDN Kerne , Stop Nucléaire 56/Trawalc’h, SDN Liger & Gwilen, SDN 49, SDN Touraine, Kenurzhierezh etre rannvroel STOP-THT, Kernurzhierezh rannvro Normandi, SDN Bro Roazhon .

Skoazellet eo gant: Europe Ecologie Les verts,  NPA, Parti de Gauche, CNT Union régionale Bretagne et Pays de la Loire, La Fédération Anarchiste 56, Alternative Libertaire, Gauche Unitaire, Alliance Ecologiste indépendante, Réseau Sortir du Nucléaire, Les Alternatifs, Breizhistance Indépendance et Socialisme, Agir pour l’Environnement, ATTAC Rennes, UDB, Greenpeace, Bretagne Décroissance, Solidaires Bretagne, Unvaniezh SLB….

Write A Comment