International / Etrevroadel

Kalanna mod-all !

Pinterest LinkedIn Tumblr

Un 70 a oa en em vodet dirak toull-bac’h ar merc’hed e Roazhon disadorn e-pad nozvezh kalanna.

A-bep seurt tud a oa deuet : sindikalisted, hiniennoù emsav ar bodadegoù, izili an tu-kleiz dizalc’hour…IMG_0023

C’hoant o doa da adembann o c’hasoni evit an urzh sokial ha politikel a wask an dud vunut dindan pouez divent ar bloavezhioù toull pa vez dieub da vont al laeron a-bep seurt a denn gounit eus lezenn kriz ar c’hevala.

Evit kamaraded komite «Euskal Herriaren Lagunak, Roazhon-Breizh» ( skourr Roazhon mignoned Euskal Herria e Breizh ) e oa ivez un digarez da adembann o c’henskoazell gant ar peder flac’h toull-bac’het e Breizh abalamour m’o deus kemeret perzh e oberennou ar strollad kuzh Euskarad «ETA» evit dieubidigezh sokial ha broadel bro-Euskal.

  

Forzhig a vannieloù evit goulenn ma vo adkaset ar prizoniadezed betek o bro a oa o strakal e teñvalijenn nozvezh kalanna, hep ankouaat bannieloù Breizh, Euskal Herri ha Broioù Katalan (unan eus ar 4 flach zo eus ar broiou Katalan).

A-drugarez d’ur sono galloudus an dud o doa gellet huchal luganioù zo tremenet dreist mogerioù uhel ar prizon. Kement-mañ en ur aergelc’h plijus a denne kalz da hini ur sportva da vare ur c’hrogad mell-droad. Meur a ganaouenn dizalc’hour zo bet klevet !

IMG_0033Luganioù oa bet skrivet ouzh ar mogerioù ken ma strake ar fuzeennoù.

Displijet bras e oa bet chas ar galloud gant kement a zisujidigezh dic’hortoz e kalon Roazhon, setu m’o doa tapet daou gamalad pa oant war hent an distro ..goude bezañ tremenet nozvezh kalanna en toull e oant bet laosket da vont goude bezañ bet tamallet hep prouenn evit bezañ livet murioù loued ha plantet tan en ur boubelenn. Barnet e vefont e miz Meurzh.

Dav e vo chom kengred gante. Ho kervel a reomp d’en ober. Evel m’oc’h kouviet da skrivañ da brizoniadezed ETA.

MA Rennes, 56 Bvd Jacques Cartier – BP 3106 35031 Roazhon Cedex Alberdi Zubirrementeria, Ane Miren   6994 Perurena Pascual, Argi 6411 Somoza Chamizo, Loren 7142 Lopez Resina Maria Dolores 7075

Write A Comment