Brezhoneg / Articles en Breton

E straedoù Gwengamp evit difenn douaroù Kernitron al Lann

Pinterest LinkedIn Tumblr

200 den a zo deuet da vanifestiñ e straedoù Gwengamp d’an 10 a viz Du galvet gant ur strollad tud a-enep an aerborzh e Kernitron al Lann harpet gant Breizhistance IS bro dreger.

Dirak an is-prefeti eo tremenet an heuliad tud ha taolet eo bet restachoù pour ha kaol war  otoioù an archerien a oa war al lec’h da evezhiañ ar savadur. Goude-se ez eus bet ur prantadig c’hoariva war blasenn kreiz kêr gant  evit taolenniñ Vinci hag an archerien o skarzhañ kouerien ar vro hag an dud o deus o deus graet annez er c’hoadeier. Abeg ar vanifestadeg a oa gervel an dud da vont niverus betek Kernitron Al Lann d’ar 17 a viz Kerzu evit adaloubiñ al lec’h. Difenn enebourien ar raktres hag ar re skarzhet a oa ar pal ivez.

 

Bodadegoù all a zo bet er vro (e Lannuon ha Sant Brieg) gant neubeutoc’h a dud.

Emañ ar stourm-se o paouez kregiñ e Breizh-a-bezh. Tud all e lec’hioù all ‘neunt c’hoant da sevel strolladoù-tud lec’hel a enep an aerborzh.

Write A Comment