Mont a ray dizalc’hourien an tu-kleiz da vanifestiñ ‘benn arc’hoazh e Karnod a-gevred gant annezidi ar gumun hag ar strolladoù politikel all a-benn enebiñ ouzh an nazied a zalc’ho un emvod er memes parrez.
D’ar c’houlz ma vez kreñvoc’h c’hoazh an enkadenn ekonomikel arabat eo deomp lezel an tu-dehoù pellañ hadañ didrabas e vennozhioù gouennelour e Breizh pe e lec’h all.
Emgav da 3e GM dirak an ti-kêr.