Vie politique / Buhez politikel

Un nebeud deiziadoù stourm e bro Roazhon

Pinterest LinkedIn Tumblr

Erru eo poent an distro … stourm !

Dizalc’hourien an tu-kleiz eus bro-Roazhon a ro emgav deoc’h

D’ar Meurzh 10 a viz Gwengolo evit kemer perzh e emgav ar sindikadou evit enebiñ ouzh ar raktres lezenn a-zivout al leveou da 11e war blasenn an ti-kêr e Roazhon.

D’ar Meurzh 10 a viz Gwengolo dirak parlamant Breizh  e Roazhon evit harpañ ar beizanted dizouar staliet war un dachenn douar (hini atant « Bellevue »)  e Kernitron-al-Lann hag a vo barnet dirak al lezvarn engalv evit bezañ ac’hubet an douar roet gant  ar PS da Vinci a-benn sevel un aerborzh diezhomm.

D’ar Merc’her 11 ez imp da Naoned da 9e evit prosez ur c’hamalad dizalc’hour barnet evit bezañ laeret urt banniel gall ha nac’het reiñ e ADN e miz Here 2012 e-doug ur vanifestadeg a-enep ar raktres aerborzh.

D’ar Yaou 12 e roomp emgav deoc’h evit ober anaoudegezh ganeomp en davarn anvet « 1675 » da 6e30 gm evit emvod distro-skol hor c’homite lec’hel.

Write A Comment