Archive

mai 16, 2014

Browsing

Un tamm bec’h oa bet en deizioù kent kostez Kembre.

Dilun paseet e oa bet ur stourmer ha div stourmerez evit ar c’hembraeg o skrivañ luganoù ouzh savadur burevioù gouarnamant Kembre, en Aberystwyth.

Dre an disujidigezh e fell da dud Cymdeithas yr Iaith (Kevredigezh ar Yezh) reiñ da c’houzout pegen treut ha dister eo bet oberoù Carwyn Jones, kentañ ministr Kembre, betek-henn. Tremen poent eo da ouarnamant Kembre diskouez ur gwir youl da dennañ ar c’hembraeg diouzh al lagenn emañ sac’het enni. An niveridigezh diwezhañ he deus lakaet splann war wel penaos ez ae ar c’humuniezhoù kembraek* war ziskar buan. 3000 yezher az a diwar wel bep bloaz… Pa oa 92 kumuniezh kembraek e 1991 ne chom nemet 39 e 2011. Un nebeut mizioù ‘zo c’hoazh e oa bet Cymdeithas yr Iaith o chadennañ e dud ouzh ar memes savadur, ha memes mod a oa bet graet e Llandudno miz a-raok.

Evel ma lâre Ned Thomas e-barzh The Welsh Extremist, levr brudet tramor : “Everywhere direct action is the child of bureaucracy”.

Salv ma kendalc’ho kembreiz gant o stourm evit o yezh !

Ha ma rafemp-ni evelto ?
Breizhiz prest da c’hounez an adunvaniñ en desped da ouarnamant Pariz ? Ar bonedoù ruz ? Ar ZAD ? … ma n’eo ket hirie e ranker stourm evit gounez traoù evit ar brezhoneg ne vo ket arc’hoazh…

Buhez hir d’an dud disuj !
Brezhoneg ofisiel e Breizh !

Tomaz L.J.

* e-lec’h m’emañ c’hoazh ar c’hembraeg yezh pennañ an darempredoù etre an dud.protest-web