Dre ar bed holl ne zihan ket morioù a dud da ziskenn er straedoù evit ma paouezo stad Israel da vonbezenniñ poblañs Gaza.
E Breizh evel e kalz a vroioù all ez eus bet aozet manifestadegoù liesseurt en deizioù tremenet evit embann kengred ar vretoned gant pobl Palestina en he stourm a zieubidigezh vroadel.
Kement mañ zo bet gwir e Kemper, Brest, Naoned, Roazhon, Sant Maloù…
Manifestadegoù all a vo dalc’het ar sizhun mañ , galvet oc’h da vont niverus gant ho pannieloù !
E Roazhon d’ar merc’her 16 a viz Gouere da 6e noz dirak an ti-kêr.
E Gwened d’ar merc’her 16 da 7e noz ha d’ar sadorn 19 a viz Gouere da 3e goude merenn war ar porzh mor.
E Montroulez d’ar merc’her 16 a viz Gouere dirak an ti-kêr da 6e noz.