Archive

septembre 10, 2014

Browsing

A-benn an 18 a viz Gwengolo e tibabo ar skosiz ha dont a ray Bro Skos da vezañ dizalc’h pe e chomo stag ouzh ar Rouantelezh Unanet.

Un destenn skrivet gant Scott Teechur ha lennet gant ur vaouez a ra berzh en Bro Skos abaoe pemp devezh. Divoutin-mat eo rak e ro ar santimant e sav a-du gant dibab “nann” d’an dizalc’houriezh pa vez lennet da gentañ. Met ur wech lennet ar memes testenn en ur gregiñ gant ar frazenn ziwezhañ e teu splann e sav a-du gant dizalc’houriezh Bro Skos.

Setu an destenn a-orin en saozneg : My Generation.

Ha dont a ray ar pobl Vreizh da zibab he dazont evel ar skosiz ?

Iwan Bolivar en deus-eñ azasaeet an destenn en brezhoneg. Da lenn deus an daou du evel ar stumm saoznek.

yes scotland

Ma rummad me

‘h on ag ur rummad-tud aonus 
ha ne gredan ket 
e ‘hellamp chañj ar bed
me ‘gomprena e chifay an dud neoazh
Breizh dijabl ‘ray berzh !
setu ur sorbienn doull…
Bro-Frañs ‘zo gwell unanet,
neuse a-benn 30 vlé ‘lârin da ma bugale
me ‘vota me speredet mat
me ‘ouia petra ‘faota din adal brema :

Bro-frañs
‘zo a-bouez bras aveidin ur bouchad muioc’h aveit
Breizh

él ‘lâra an dud abilañ din
‘mo keuz bout votet Ya a-benn tregont vlé avaman
ne gredan ket
‘meus dober a veviñ en ur vro savet din.

en Amzer da zonet
‘ray Bro-Frañs àr-dro Doberioù Breizh keutañ
ha me ‘skarzha a-benn peb aviz éc’h embann 
‘deus Pariz dober ac’hanomp e’it hor Madoù hepken
e gwirionez
eo spontet, diboan ha dic’hoant ma re
sot eo krediñ 
ni ‘beus afer a chanjamantoù !

Yes Scotland Breizh-01