Archive

mars 7, 2015

Browsing

Abaoe an abadennoù brezhonek kentañ er skingomz (1935) hag er skinwel (1964) ez eus bet meur a warlene hag ingal, tud o c’houlenn muioc’h a abadennoù ha gwelloc’h abadennoù. E fin ar bloavezhioù 1960 an hini eo e voe lañset da vat ar stourm evit brasaat plas ar brezhoneg er c’hleweled publik. N’eo ket aet ar stourm-se diwar wel abaoe hag ar bloaz paseet c’hoazh e oa bet gwelet stourmerien hag stourmerezed o vanifestiñ dirak savadur France 3 Breizh e Roazhon (miz Kerzu 2014). Tost da 50 vloaz goude ma voe roet lañs d’an oberoù a-stroll kentañ evit gounit tachenn d’ar yezh er radio hag en tele, ne vo ket didalvez, me ‘gred, klask teurel ur bannac’h sklêrijenn war istor un hir a stourm hag a zo, moarvat, pell a vezañ echu.

Adalek 1985 betek fin ar bloavezhioù 1990 ec’h eo Stourm Ar Brezhoneg a gendalc’h gant an erv boulc’het gant stourmoù ar bloavezhioù 1970. Anavezet mat eo labour stourmerien ha stourmerezed SAB war-dro ar panelloù-hent. N’eo ket ken anavezet o stourm evit ar brezhoneg er mediaoù avat. Gwelet e vo perak. Met a-raok lakaat ar gaoz war perzh SAB er stourm-se e ranker distreiñ war-giz un tamm ha klask kompren petra zo bet a-raok 1985.

Parcours_0010_Region00603_00-00-17-20Kerzhadegoù GALV

E miz Meurzh 1969 an hini eo e krog ar stourm gant GALV (Comité d’Action pour la Langue Bretonne), savet diwar intrudu Ar Falz, Yaouankiz Studierien Vreizh (JEB) hag Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB). Kerkent ha miz Even 1969 e voe savet ul levrig gante, LEOR GWENN HA DU AR BREZONEG (1), ma tegasent da soñj, er pennad II (Le génocide culturel), pegen reuzeudik e oa plas ar brezhoneg e programmoù an ORTF (Office de radiodiffusion-télévision française) :

  • er radio : un eurvezh a abadenn bep Sul goude merenn skingaset adalek Roazhon, ha dek munutenn a geleier bemdez adalek skingaser Brest-Kimerc’h, na c’halle ket bezañ klevet penn da benn d’ar vro vrezhonek.
  • en tele : ur vunutenn hanter bep Gwener da noz.

Ha setu ar pezh a lavarent da glozañ o fennad (en galleg e oa bet savet al levrig) : « On peut donc dire que les émissions en breton sont à peine tolérées à la radio, et interdites à la télévision. »

Un tamm pelloc’h, er pennad IV (Nos exigences et notre lutte), e c’houlenne groñs tud GALV ma vije da vihanañ :

  • 3 eurvezh a abadennoù brezhonek bep sizhun en tele.
  • 1 eurvezh a vrezhoneg bemdez er radio.
  • abadennoù gallek er radio hag en tele diwar-benn Breizh (sevenadur, keleier).
Charlez ha Chanig ar Gall, en o zi, e lec'h ma veze enrollet an abadennoù kentañ
Charlez ha Chanig ar Gall, en o zi, e lec’h ma veze enrollet an abadennoù kentañ

Abaoe 1964, ouzhpenn an abadennoù brezhonek er radio, e c’halle ar vrezhonegerien klevet ur vunutenn hanter a geleier en tele bep sizhun. An abadenn vrezhonek berr-se, « amzer d’ar vi bezañ poazh-tanav » evel ma vo lâret diwezhatoc’h, a voe savet diwar goulenn Charlez ar Gall, animatour radio brezhonek. Diouzhtu e savo a-enep Alain Peyrefitte (ministr ar c’helaouiñ) met Louis Le Cunff (rener an ORTF e Roazhon) a zibabo tremen hep e aotre. Da gentañ e voe skignet an abadenn d’ar Gwener noz ha diwezhatoc’hik e vo lakaet unan all d’ar Meurzh. D’ar 5 a viz Genver 1971 e voe roet lañs d’un abadenn nevez, Breiz o Veva, ar magazin kentañ e brezhoneg, a vo skignet e-pad ur c’hard eur bep pemzektez.

Tammig-ha-tammig ec’h aio an amzer-se da greskiñ (betek tapout 26 munutenn e miz Here 1980).

Gant GALV e teu war wel doareoù nevez da stourm. Echu eo mare ar sinadegoù bras ha setu deut hini ar c’herzhadegoù, evel hini an 30 a viz Mae 1971 ma voe gwelet ur 700 den bennaket o vale etre Ploue hag an Oriant (2). Met daoust d’ar c’herzhadegoù, « e penn kentañ ar bloaz 1973 eo atav ken treut an amzer implijet gant an ORTF evit an abadennoù e brezhoneg : war ar skinwel, 21 munutenn evit div sizhunvezh ; war ar skingomz : 1 eurvezh, war Roazhon, ha 2 eurvezh ha 42 munutenn, war Vrest, bep sizhun. » (3) Hag e talc’h an Emsav sevenadurel da sevel kinnig evit kas ar stourm war-raok. Evel Emgleo Breiz, a ginnig e 1973 :

  • krouiñ ur « C’huzul ar skingas breizhek ».
  • kreskiñ niver an eurioù m’eo distag diouzh Pariz skinvaoù Roazhon, Brest ha Naoned (skinwel ha skingomz).
  • sevel abadennoù e brezhoneg : astenn o fadelezh, hag ober anezho liesseurt (en o zouez : abadennoù evit ar skolioù), gant reiñ dezho eurioù gwelloc’h (4).

OF74GRANDWar galetaat ec’h a ar jeu

D’ar 14 a viz C’hwevrer 1974 e voe diskaret skingaser an ORTF e Roc’h Tredudon er Menez Arre gant an FLB-ARB. Un tamm mat rustoc’h e teu ar stourm da vezañ gant ur gwalldaol ken bamus. Tri miz e chomo tud Breizh-Izel hep skinwel memes tra.

Diwezhatoc’h ivez e vo freuz ha reuze gant an arme kuzh, e 1977 ha 1978 : labo ar CCETT (Centre Commun d’Etudes de Télévision et de Télécommunication) e Saozon-Sevigneg (Cesson-Sévigné), adkaser TDF Pré-en-Pail e maez ar vro, burevioù an taos-skinwel ha studioioù ar skingomz e Roazhon.

« Accusé Youenn Gwernig, levez-vous ! »

E miz Gwengolo 1976 e voe savet Radio Tele Brezhoneg (RTB) e Gwengamp diwar atiz Youenn Gwernig. Goulenn a rae RTB ma vije muioc’h a vrezhoneg er c’hleweled publik hag e-giz stourm e kinnige d’an dud chom hep paeañ an taos skingomz ha skinwel pe, da vihanañ, 10 % eus outañ. E fin miz Gwengolo 1976 e kinnig ar Stad lakaat seziz war madoù Gwernig evel ma lenner e-barzh ur gemennadenn embannet da geñver ur vodadeg evit skoazellañ ar barzh ha kaner :

EN EM UNANOMP EVID AR BREZHONEG !

6332230123_1999fd28c0_zKant den bennag a nac’h paeañ o zaos radio ha tele – evel ma ra Youenn Gwernig, Alan Stivell, Glenmor, Gilles Servat, Gweltaz, René Vautier, h.a. – a zo en em vodet da di Youenn Gwernig d’ar 25 a viz Gwengolo 1976 evid degas dezhañ o skoazell da geñver ar werzh war e arrebeuri a zlee c’hoarvezout d’an deiz-se da 14 eur 30. Med n’eus ket bet a werzh. An ez-ORTF n’en deus ket miret an deiz bet lakaet da gentañ. Daoust ha ne dleer ket gwelout aze ur souzadenn dirag ar youl savet en dro da grouidigezh ar c’homite Radio-Tele-Brezhoneg ?

RTB a fell dezhañ bodañ nerzhioù war-raok e Breizh hag e-touez ar Vretoned divroet, en deus degemeret betek bremañ skoazell kevredigezhioù sevenadurel : Ar Falz, Bleun-Brug, Brezhoneg Yezh Vew, Evid ar Brezhoneg, hag un aozadur politikel, hini an Unvaniezh Demokratel Breizh.

Degasomp da soñj emañ RTB o vodañ tud a gav dezho ez eo plas ar brezhoneg ba ‘r radio hag an tele « dister ur vezh : 1 vunutenn a vrezhoneg evid 4 eur a c’halleg » ha n’o deus ket fiziañs en « emzalc’h ar vourc’hizelezh a fell dezhi e gwirionez lac’hañ ar brezhoneg » (5).

Un toullad tud brudet a nac’ho, evel Youenn Gwernig, paeañ o zaos ORTF : Andrea ar Gouilh, Alan Stivell, Per Denez, Gilles Servat, Fañch Morvannou, Glenmor, Kristen Noguès, René Vautier, Gweltaz ar Fur, Yann ha Kaou Puillandre, Jean-Pierre Le Dantec, Yann Goas (eus ar Sonerien Du), Claude Henri (krouer Evid ar Brezhoneg), Guy Caro, Haroun Tazieff. Hag ouzhpenn 2000 den a vo gwelet er « gala » RTB aozet d’ar 24 a viz Genver 1977 e Pondi.

Setu da heul ur gemennadenn all a zispleg petra a c’hoarveze pa veze nac’het paeañ an taos :

HEP BREZHONEG TAMM ARC’HANT EBET !

1 vunutenn a vrezhoneg war ar radio-tele

4 eur a c’halleg

Div yezh, daou bouez, div lodenn

Erru eo faez ganeomp bezañ gwall-dismegañset. Ober a reomp hon menoz da stourm, hag evid kregiñ ganti chom hep paeañ hon taos radio-tele da baotred ur veli a ra goap d’eus genouioù an dud hep derc’hel kont d’eus ezhommoù ar vrezhonegerien (micherourien, labourerien-douar, pesketerien, an darn vrasañ anezho). Mennet omp ivez da vont betek ar penn evel ma ra Youenn Gwernig hiziv.

Evid ar re a zo a-du ganeomp setu penaos e responto dezho an ez-ORTF

1 – Paper galv da baeañ 10% ouzhpenn

2 – Paper galv da baeañ 60% ouzhpenn

3 – Bizit un urcher ha kinnig da lakaat gwerzh war traoù zo

4 – Sezi er gêr (an arrebeuri a chomo en ho ti) evid lakaat gwerzh warno, pe er gêr pe er sal gwerzh.

ARABAT KAOUT AON DIRAZO

Evid kaout titouroù skrivañ d’ar c’homite, evid-se eo bet savet. Ar C’homite Radio-Tele-Brezhoneg (RTB) a gemer war e gont da :

Reiñ keloù ha kenurzhiañ difenn an dud a nac’h paeañ arc’hant an ORTF,

Skoulmañ emzivizoù gant ar pennadurezhioù kirrieg evid gwellaad da vat an traoù bremañ,

Bodañ nerzhioù war-raok e Breizh hag e-mesk ar Vretoned divroet evid kas ar stourm asamblez,

Gervel da evezh an dud dre ar c’helaouennoù, sindikajoù, ar c’hevredigezhioù sevenadurel, ar strolladoù politikel.

Ar c’homite a galv an dud da lemel 10% da vihanañ war o zaos ORTF (6).

Daoust d’ur guchenn vat a dud bezañ nac’het paeañ ne vo lakaet bec’h nemet war daou zen, Youenn Gwernig ha Gweltaz ar Fur, prezidant Diwan. E-pad meur a vloaz e vo bec’h war chouk Youenn Gwernig hag ouzhpenn ur prosez a vo, evel d’an 13 a viz Gouere 1977 e Montroulez da skouer. A-benn fin ar gont ec’h aio an afer betek al lez-varn terriñ ha Youenn Gwernig an hini eo ac’h aio ar maout gantañ. N’eo ket « war an danvez » e vo gounezet ar prosez avat, met « war ar stumm » hepken.

Estreget goulenn muioc’h a abadennoù ha gwelloc’h abadennoù e kinnige RTB stourm evit ar « frankiz war ar gomz ». Gwir eo ne oa ket pell prantad an ORTF (dismantret e 1974) : « mouezh ar gouarnamant, mouezh ar Frañs hag a ziskenne evel an Aviel e-barzh ti pep hini war ar skramm tele » evel a lavar Stefan Moal e-barzh diellfilm diwezhañ Ronan Hirrien (7).

Met roomp ‘ta ar gaoz da René Vautier (aet da anaon e penn kentañ ar bloaz) a ouie gwelloc’h evit den peseurt doare chadenn a oa eus an ORTF :

ReneVautier

Ami Youenn, avec toi de tout cœur. Tu a raison de dire que, à l’heure actuelle, la télévision est aux mains de nos ennemis, de gens dont le pouvoir se sert pour brider l’expression, l’expression en breton. Dangereux de vouloir parler breton lorsque Raymond Barre veut transformer tous les chômeurs en pigeons voyageurs. Allez cherchez du travail là où vous n’avez aucune attache mais où vos bras peuvent encore augmenter un peu le profit des capitalistes ; dangereux de parler des problèmes bretons. Si l’on mettait bout à bout toutes les raisons de mécontentement, où irions-nous… Alors laissons parler seulement Giscard, Barre ou Guermeur.

Sais-tu que notre maison de production bretonne est à l’heure actuelle la seule maison hexagonale dont tous les films ont été sélectionnés pour représenter le cinéma français dans les festivals internationaux, et que tous ces films sont interdits de télévision par les petits larbins que le pouvoir a placé aux postes de choix des diverses antennes […] Alors à fond avec toi jusqu’à ce que ça change ! 

(Brezhoneg ‘barzh an tele ! Film kensavet gant Pieds dans le Paf/Canal Ty Zef).

Karta Sevenadurel Breizh

Diwar an dekvloavezh a virvilh sevenadurel hag a stourm politikel-se e voe kensinet Karta Sevenadurel Breizh gant Valéry Giscard d’Estaing d’ar 4 a viz Here 1977, asambles gant Rannvro Breizh hag he femp departamant. Arabat disoñjal ivez e vo graet « bloavezhioù poultr » eus ar bloavezhioù 1976-1978, oberiant ma oa an FLB d’ar c’houlz-se. Moarvat ivez eo bet broudet VGE da lezel boued gant an Emsav sevenadurel pa oa an dilennadegoù parlamant da vezañ e miz Meurzh 1978.

« Unan eus disoc’hoù kentañ Karta Sevenadurel Breizh (lakaet ofisiel e 1978) a vo daougementiñ an niver a eurvezhioù e brezhoneg er skinwel, peurgetket a-drugarez d’un abadenn nevez anvet Triwec’h ha Tri-Ugent, skignet a bep eil gant Breiz o Veva » eme Mevena Guillouzic-Gouret en ur studiadenn embannet e-barzh ar gelaouenn Al Lanv e 2013 (8).

Selaouomp ivez ar pezh a lavare Yvonig Gicquel, a oa bet e penn kentañ raktres ar Garta, e miz Meurzh 1979 :

« Depuis la mise en application de la Charte, le temps d’antenne alloué aux émissions bretonnes est passé de 148 heures 20 à 251 heures 45 pour la radio et de 11 heures 26 à 22 heures 16 pour la télévision. Certes, en chiffre bruts, il y a progrès, mais n’oublions pas que la plupart des horaires de diffusion se situent pendant les heures de travail et qu’il ne serait guère de bon ton de pavoiser pour quelques 3 minutes de moyenne quotidienne en télévision. Et puis, n’oublions surtout pas que les Bretons de Loire-Atlantique, malgré l’engagement de la Charte, sont toujours privés des émissions télévisées culturelles et n’ont même pas le droit aux nouvelles sur l’actualité bretonne. »

Goude trec’h an tu kleiz

E 1982 e voe savet Radio Bretagne Ouest (RBO), skinva digreizennet eus Radio France, gant skoazell departamant Penn-ar-Bed. Ha sed ar pezh a embanne ar C’huzul Meur d’ar c’houlz-se : « la place de la langue et de la culture bretonne doit être privilégiée et passer de 5h30 par semaine à 5h30 par jour ». E-barzh kael ar programmoù e oa da vezañ 720 munutenn a abadennoù brezhonek bep sizhun ha 1260 munutenn a abadennoù divyezhek. Ar pezh a raje kement ha 33 eurvezh a vrezhoneg bep sizhun, da lâret eo 4e30 bemdez (9).

rbo-2oulskoude, kerkent ha lañset an traoù e vo tud o sevel a-enep. D’ar 24 a viz Even 1983 da skouer e voe aloubet studio RBO e Kemper, war greiz an deiz, gant stourmerien ur strollad politikel nevez savet, Emgann. Dont a reont a-benn da lakaat skignañ ur pennad-kaoz divyezhek war gwagennoù ar radio zoken : « Dre aloubiñ studio RBO e fell da EMGANN sevel a-enep d’an doare m’eo bet savet radio digreizennet « Radio-France » e Kemper. Degas a ra Emgann da soñj eo bet an emsav politikel nemetañ o sevel sklaer, adalek ar 27 a viz Gouere 1982, a-enep da RBO. » Kontrol eo ar stourmerien da ziviz renerien Pariz :

  • – « chom hep derc’hel stad eus ar radiooù bro ha lec’hel a zo dija […]
  • – mont a-enep kinnigoù darn vrasañ ar c’hevredigezhioù sevenadurel hag ar strolladoù politikel bodet e-barzh an Talbenn Sevenadurel Araokour (gant ar P.S. e-barzh!) hag a c’houlenn ma vefe savet ur servij radio-tele, lies-stumm demokratel war Vreizh a-bezh.
  • – chom hep seveniñ promesaoù Kuzul Jeneral Penn ar Bed da skignañ 5e30 a vrezhoneg bemdez.
  • – terriñ unvaniezh hor Bro muioc’h c’hoazh eget araok (e teir lodenn bremañ e lec’h 2).
  • – postañ kalz re nebeut a arc’hant da brenañ mekanikoù, kirri-tan, da baeañ tud, da stummañ anezho. » (10)

Etre 1982 ha 1985 e vo krennet tamm-ha-tamm an amzer skignañ e brezhoneg war RBO, abalamour ma ne oa ket plijet an dud gant an abadennoù divyezhek, gouez da René Abjean.

A-bouez eo lâret ivez ec’h a war-raok ar brezhoneg e-maez ar servij publik e-pad an amzer-se. Abaoe 1981 ec’h eo bet digoret ar gwagennoù d’ar « raidoioù libr » hag e giz-se e teu war wel e 1983 div radio gevredigezhel a ro un tamm brav a blas d’ar brezhoneg, Radio Kreiz Breizh (RKB) ha Radio Bro Gwened (RBG).

Evit a-sell ar skinwel e voe roet lañs er memes bloavezh d’un abadennig geleier savet gant skipailh FR3 Brest, An Taol Lagad, sizhuniek d’ar c’houlz-se. An abadenn Chadenn ar Vro a voe lañset e 1984 dindan renerezh Youenn Gwernig. Gant an abadenn nevez-se e tremened war FR3 e 1985 eus 40 munutenn a vrezhoneg bep sizhun da 1 eurvezh 30. Met « e-pad an unnek vloaz ma vo skignet Chadenn ar Vro e cheñcho alies-tre he fadelezh hag he eurioù skignañ. » (11)

Setu ur sell dre vras war istor ar stourm evit ar brezhoneg er skingomz hag er skinwel etre 1969 ha 1985. Adalek kreiz ar bloavezhioù 1980 e krog tud SAB, war o fouez, da lakaat ar gaoz war ar stourm-se ivez. Met an dra-se a vo gwelet ar wech a zeu…

T.L.J.

***

(1) GALV. Livre blanc et noir de la langue bretonne, Ar Falz, n° 4, Mezheven 1969.

(2) Breiz o Veva, « An Oriant : kerzadenn GALV », 3 a viz Mezheven 1971.

(3) Amañ, Emgleo Breiz! Evid yez, sevenadur ha frankizou breiz, Emgleo Breiz, Here-Du 1973.

(4) ibid.

(5) Ar Fulenn, n°16, 07/11/1976.

(6) ibid.

(7) Ronan Hirrien, « 50 vloaz, istor ar skinwel e brezhoneg », France 3 Breizh, 2014.

(8) Mevena Guillouzic-Gouret, « Ar brezhoneg er skinwel abaoe 1964 », Al Lanv, n°130, Eost 2013.

(9) Sifroù gant Murielle ar Morvan, kounskrid IUT kazetennerezh Bourdel, « Keleier Breizh ou l’information en langue bretonne sur RBO », 1988 (meneget gant Stefan Moal).

(10) « R.B.O. Aloubet », Bremañ, n°22, Gouere-Eost 1983, p.2.

(11) Mevena Guillouzic-Gouret (2013).

Hag ivez diwar…

M. Nicolas, Histoire de la revendication bretonne des origines jusqu’aux années 1980. Speied, Coop Breizh, 2007.

C. Geslin, P. Gourlay, J.-J. Monnier, M. Denis, ha R. L. Coadic, Histoire d’un siècle : Bretagne 1901-2001 : L’émancipation d’un monde. Montroulez, Skol Vreizh, 2010.

« Radio-Tele-Brezhoneg. La bataille des 10% », Armor-magazine, n°86, Meurzh 1977, p.41.

« RTB. Un combat pour la liberté d’expression contre la médiocrité », Breizh, n°243, Meurzh 1979.

S.Moal, An abadennoù radio-tele e brezhoneg. Emdroadur abaoe ar bloazioù 1960 ha studi an abadenn keleier An Taol Lagad. Tezenn doktorelezh, diembann, Skol-Veur Roazhon 2, 2004.