Brezhoneg / Articles en Breton

Ur sonadeg Rap aozet evit ur Skol Diwan.

Pinterest LinkedIn Tumblr

Boaz e vez ar skolioù Diwan da aozañ a bep seurt darvoudoù evit rastelaat gweneien da arc’hantaouiñ mont en dro ar rouedad skolioù dre soubidigezh.

Gant lod e vez aozet predoù, foarioù da werzhañ traoù kozh, festoù deiz ha festoù noz evel-just, kerzhadegoù evel tro Menez Are….

Pep tra zo mat da zastum un tamm moneiz evit paieañ ar gelennerien n’int kemeret e karg gant ar stad, an implijidi nann gelennerien a vez gopret gant hogos pep skol. Ret eo soñjal ivez e frejoù ar savadurioù ma vefent prevez pe feurmet gant un ti-kêr…An holl draoù se zo d’ober ouzhpenn da werzhañ tikidi tombola pe deiziadurioù….

25 avril à plougonver

Lod deus ar skolioù Diwan a glask kinnig darvoudoù divoutin, evel ma ra bep bloaz Skol Diwan Ar Meziaer/Magoer e-kichen Roazhon, gant hec’h emgav reoliek anvet Samhain e penn kentañ miz Du ma vez pedet ennañ strolladoù Metal, pe punk d’ober trouz forzh pegement !

Skol Diwan Plouvenevez Moedeg he deus dibabet un hent damheñvel en ur bediñ daou strollad Rap eus Brest ( Alerte Rouge ! ha La Plume ) da rannañ al leurenn gant Trouz an Noz , ur strollad punk gallo-brezhonek bet gwelet e Gouel Broadel ar brezhoneg da skouer.

An holl anezho a deuy evit ur priz dister daoust da lod kanañ e galleg, ar pezh a ziskouez ne chom ket diseblant rapourien karterioù Brest ouzh dazont hor yezh.

Deomp da c’houzout ez eo ar wezh kentañ d’ur skol Diwan kouviañ rapourien, ar re a vefe dedennet evit mont da selaou a rank notenniñ an deiziad : D’ar sadorn 25 a viz Ebrel hag al lec’h, anvet « Dibar » war gumun Plougonveur. ( e kreisteiz an hent bras etre Montroulez ha Gwengamp ).

Write A Comment