Archive

juillet 19, 2015

Browsing

Peggy O’Hara zo aet da anaon d’ar yaou 16 a viz Gouere e Derry,  e norzh Iwerzhon, d’an oad a 84 bloaz.

Brudet e oa dreist-holl evit bezañ roet buhez da bPatsy O’Hara. He mab a oa bet an eil eus an 10 merzher republikan a varvas diwar harz-debriñ. Yuniñ a reas e-pad 61 devezhiad da gaout ur statud a brizoniad politikel.

Tra-mor n’eo ket ken brudet eget Bobby Sands dreist-holl peogwir e oa ezel Patsy eus an INLA (Irish National Liberation Army), komunourien ha sokialourien radikal ar republikaned.

patsy_poster

E vamm avat, Peggy, a oa chomet feal a-hed he buhez goude marv he mab d’ar mennozhioù sokialour ha dizalc’hour a oa re an INLA hag e strollad foran : an IRSP (Strollad Republikan ha Sokialour Iwerzhon).

Brudet e oa evit bezañ aliet d’ar mammoù all a oa o mibien o yuniñ da chom hep klask kendrec’hiñ anezho da chom a-sav gant an harz-debriñ.

Derc’hel a reas Peggy O’Hara a-hed ar bloavezhioù betek n’eus ket pell zo gant ar mennozhioù dispac’hel a oa bet re he mab hag e genseurted hag a embanne bezañ hered stourm James Connoly.

E 2007 ec’h en em ginnigas evel republikanez « dizalc’h » hep kuzhaat ar pezh a soñje diwar-benn emglev  peoc’h ar gwener mat, disrann padus an enezenn , ar polis nevez. Ne oa ket bet  dilennet. D’ar c’houlz se ez eo tost da 300 den bet toull-bac’het d’ur mare pe d’un all, evit strollad-mañ strollad o devoa galvet a zevri da vouezhiañ eviti.

Hec’h interamant bet dalc’het d’ar sadorn 18 a viz Gouere zo bet arouezhius eus he buhez stourm ha poan. A-raok ma kuitaje an arched he zi e Buncrana Road e Derry e oa deuet ouzhpenn d’ar c’hantadoù a annezidi ur bagadig soudarded kuzhet o fas da dennañ taolioù fuzuilh war-zu an oabl, a-benn rentañ enor dezhi e-giz ma rae ar republikaned er bloavezhioù emgann.

Peggy Ohara

Tost da hanter-kant den, gwazed ha merc’hed, ur skerb du war o fas, o doa graet an hent betek ar vered evit diskouezh n’eo ket bet ankouaet gant an INLA pegen skouerius e oa bet Peggy O’Hara a-hed he buhez a stourmerez, moarvat ivez da zegas da soñj d’an holl e chom da dizhout pal politikel merzherien Long Kesh.

Trouz zo bet er c’hazetennoù, gant al lealourien hag ar polis gant kement a skeudennoù a ziskouezh splann n’eo ket e peoc’h c’hoazh an enezenn c’hlas, dreist-holl p ‘emañ an INLA o kemer perzh en harz-brezel hervez-kont !

An holl republikaned radikal (IRSP, CSM 32, Republican Sinn Fein…) a oa deuet d’an obidoù evit kimiadiñ diouzh Peggy O’Hara int ivez daoust d’an disemglevioù politikel a zo kenetreze, kement-se zo gwir ivez evit ar Sinn Fein « bras » (hini Gerry Adams) koulz hag an SDLP o deus rentet enor dezhi ha lâret kenavo da viken d’ar vaouez, d’ar stourmerez ha d’ar vamm he doa servijet en un doare kalonek ha ken feal, hep plegañ, stourm ar brizonidi politikel hag hini Iwerzhon, dieub, unvan ha sokialour.

savederry