Archive

août 27, 2015

Browsing

Gouez d’ar strollad kurd PYD (Strollad an Unvaniezh Demokratel) e vije ouzhpenn 500 europat a orin eus kornog ar c’hevandir o vrezeliñ gant an YPG/YPJ a-enep da zDAESH ha  da c’halloud gwadek Damas.

En o zouez e vije muioc’h eget 300 svedad. Strollet e vezont holl en ur vrigadenn etrebroadel lesanvet “Leoned ar Rojava” hag a strollfe neuze un hanter milliad a stourmerien, paotred pe merc’hed anezho.

Gouez da gomunourien ar Skoazell Ruz e vefe ret ouzhpennañ er jedadenn an dud aet d’ar Rojava diwar atiz ar strollad turk MLKP (Strollad Komunour Marksour Leninour) ha bodet int en ur vrigadenn all anvet “Brigadenn Etrebroadel an Dieubidigezh“. Dindan urzhioù an YPG/YPJ e vezont int ivez.

mlkpantifa

Ma chom rouez ar pennadoù er c’helaouennoù gall diwar-benn stourmerien ar frankiz aet d’ar Rojava evel m’o doa graet lod all evit stourm a gevred gant Republikaned Spagn, Galiza,  Katalounia hag Euskal Herria e 1936 ez eus bet kaoz dionte e mediaoù Sved ur wezh gouezet an niver uhel a svediz aet d’en em gannañ er c’hurdistan.

Deus e du ar PYD a dalc’h da embann ne vrud ket an europiz yaouank o defe c’hoant da sikour ar gurded da vont da vrezeliñ evit taliñ ouzh islamourien DAESH hag ar stadoù a voug ar gurdiz,  met kentoc’h da gemer perzh e chanteroù a benn adsevel ar vro dismantret.