Archive

avril 19, 2016

Browsing

Meur a abeg a gaver evit kemer perzh er Redadeg. Da gentañ penn evit ar blijadur da redek a-stroll gant ar familh pe mignoned evit embann a wel d’an holl e kredomp e dazont hor yezh. Ober sport zo un abeg all, gwezhoù zo dindan ar glav pe deus noz evit ar re galonekañ, met alies mat dindan heol skedus an nevez-hañv evit kas a dorn da zorn bazh test ar redadeg hag he c’hemmenadenn. Unvaniñ a ra ivez ar rederien hag ar rederezed tiriad hor bro a-hed o hent.

Lakaat a ra e pleustr ar Redadeg barregezh ar vretoned da aozañ o unan ar pezh a zere evit sevel amañ un dazont d’ar brezhoneg. Rastellat arc’hant ar bobl evit krouiñ binviji ha raktresoù evit reiñ muioc’h a blas d’ar brezhoneg a chom unan eus palioù pennañ ar Redadeg.

Ober kement-mañ zo kentelius war an dachenn bolitikel a-hir dermen, ma vije un tamm mat muioc’h a frankiz er vro e vijemp gouest moarvat d’ober muioc’h a draoù hon unan ha war kement tachenn zo !

redadeg

Evel bep tro stourmerien Breizh dieub ha sokialour a ro emgav deoc’h evit redek ar c’hilometradoù bet miret ganeomp  ( dindan anv Breizh O Stourm ! ) :

  • Ar c’hKm466 e Plouha d’ar Sul 1añ a viz Mae da 11 e20 da noz (na vir ket ouzhoc’h da vont da vanifestiñ a-raok da geñver gouel etrebroadel al labourerien)
  • Ar c’hkm 633 e St Laorañs d’al Lun 2 a viz Mae da 5e53 GM
  • Ar c’hkm 963 e Rosko d’ar merc’her 4 a viz Mae da 6e33 AM

Neb a garfe ober muioc’h ha gwelloc’h a rank gouzout ivez ez eus bet prenet kilometradoù gant ar gevredigezh Skoazell Vreizh.

Emgav zo roet deoc’h gante :

  • D’an 30 a viz Ebrel da 9e noz e Kastellbourc’h : KM 230/231/232/233.
  • D’an 2 a viz Mae da 8e15 da noz/e Boulvriag : KM 654/655/656.
  • D’an 3 a viz Mae da 8e noz e Lokmaria-Berrien : KM 869/870/871.

N’eo ket re diwezhat evit prenañ un dornad a gilometradoù a chom en gwerzh !