Archive

avril 25, 2016

Browsing

D’ar 24 a viz Ebrel tro 40 000 den o doa dibunet e straedoù Valencia  da geñver devezh bro Valencia a-benn azgoulenn muioc’h a zoujañs hag a wirioù evit al lodenn se eus ar broioù Katalan, he yezh (ur rannyezh gatalaneg) hag he sevenadur.

E 1707 d’an deiziad-se e voe bet trec’het tud ar vro gant arme roue Kastilha Fulup ar 5vet hag a lakaas ar vro da gouezhañ etre krabannoù tierniezh ar vourboned.

An aozerien (ur c’hevredad a aozadurioù sevenadurel) evel ar mediaoù a embann ez eo bet uhel-tre an niver a vanifesterien ar bloaz mañ.

An troc’h avat a oa etre ar vanifesterien, gant deus un tu ar re a deus c’hoant muioc’h a c’halloud evit kumuniezh Valencia, seurt rannvroelourien anezho, ha deus an tu all dizalc’hourien ar broioù Katalan a soñj dezho e rankfe tud Valencia ober o seizh gwellañ a-benn sevel ur repubik kevreadel eus ar broioù Katalan gant bro Valencia, Katalonia norzh ha su hag an inizi Balears hep ankouaat lodennig ar reter (ul lodenn eus an Aragon hag a ra gant ar c’hatalaneg). Ar strolladoù dizalc’hour pe emrenour zo kalz gwannoc’h e bro Valencia.

Tachenn ar broioù katalan hervez an dizalc'hourien
Tachenn ar broioù katalan hervez an dizalc’hourien

Strolladoù an tu-kleiz dizalc’hour a seblant laouen gant an niver a dud bet o kemer perzh en o obererezhioù da geñver an devezh-se. An talbenn CUP (10 dilennad e parlamant Barcelona ha 400 dilennad lec’hel) en doa kaset e vouezh-aotreet Anna Gabriel Sabaté da gemer ar gaoz e Valencia, an aozadurioù politikel (Endavant, Poble Lliure), ar sindikad COS a zo o izili perzh eus ar c’hCUP o doa strivet evit desachañ muioc’h a stourmerien eget kustum, evit lakaat splann o deus c’hoant bras da astenn el lodenn se deus o broad al lusk zo gante e bro vBarcelona.

Berzh en deus graet o meeting bras da heul ar vanifestadeg e-lec’h o deus adembannet divezh o frezegenn enep kapitalour, gwregelour, republikan hag enep faskour.