Brezhoneg / Articles en Breton

Breizh O Stourm a gemero perzh e meeting Libertat e PAU

Pinterest LinkedIn Tumblr

Un emgav pouezus a vo evit an holl Okitaniz kar-o-bro d’ar 1añ a viz Mae e Pau. Stourmerien ha stourmerezed Libertat a c’halv an holl dud dedennet gant at stourm evit an demokratelezh e Okitania hag ar stourm enep d’ar c’hevala zo pedet da gemer perzh en un emvod publik aozet da zevezh etrebroadel al labourerien. Faotañ a ra da izili an tu-kleiz Okitan reiñ lañs ha lusk d’un emsav nevesaet evit brudañ o mennozhioù sokialour , gwregelour, enep faskour hag etrebroadelour hag ar gwir d’en em dermeniñ.

photo-loic-libertat-manif-002

Kouviet o deus o c’hamaladed eus Bro Euskal, Arago, Broioù Katalan ha Breizh da gemer perzh pe da gas ur gemmenadenn a gengred. Un ezel eus Breizh O Stourm a yelo neuze da gemer ar gaoz eno ha da adembann pegen pouezus eo derc’hel gant al liammoù a zo etrezomp. Moarvat e vo eskemmet kalzig ivez diwar-benn ar stourm sokial evit enebiñ ouzh ar raktres lezenn diwar-benn kod al labour .

Meur a anv zo bet gant an tu-kleiz Okitan radikal abaoe deroù ar bloavezhioù 90 : Anaram Au Patac, Corrent Revolucionària Occitana ( CROC ) ha da heul Libertat. Meur a zoare da eskemm etre an daou luskad zo bet dalc’het a-hed ar bloavezhioù.

Un atersadenn e okitaneg diwar-benn emdroadur Libertat a c’heller klevet dre aze.

Darnvrasañ tiriad Okitania zo dindan beli stad-c’hall, arabat eo ankouat e kaver ivez div lodenn all er Stad Italian hag er stad Spagn, e-lec’h ma doujet kalz muioc’h ouzh o gwirioù yezhel.

Rentet e vo kont war hol lec’hienn eus an devezhiad e Pau.

1024px-Carte_des_villes_du_pays_d'oc

Write A Comment