Brezhoneg / Articles en Breton

“Variscan diwall da doull !” eme tost da 3000 den

Pinterest LinkedIn Tumblr

Gant tost da 3000 den bet o tremen war dachenn an Dibar e Plougonveur e c’hell stourmerien ha stourmerezed Douar Didoull bezañ laouen deus an taol int deuet a-benn d’ober.

Etre an 19 hag an 22 a viz Eost, e-pad tri devezh ha teir nozhvezh e oa deuet tud a-bep seurt da zañsal, pe da glask bezañ kelaouet diwar-benn danjerioù ar mengleuzioù, pe da vezañ titouret war stourmoù all evel hini Kernitron al Lann pe hini an traezh e Lannuon.

IMG_1974

Leun chouk e oa an teltennoù a zegemere kaozeadennoù pe eskemmoù liesseurt diwar-benn an emgannioù a denn d’an endro e Breizh evel e lec’h all.

Diaes ‘vo da Variscan, an embregerezh bet aotreet d’ober enklaskoù ‘kostez Plougonveur evit raktresoù minoù , da lâret n’eo ket gouest Douar Didoull da vodañ tud en un doare ledan. Moarvat ivez e roio kalon d’ ar re zo oc’h enebiñ ouzh seurt raktresoù damheñvel e Breizh (6 raktres all zo er vro) hag a zo o klask titouriñ an dud en o c’horn evit krediñ enebiñ ouzh poell ar c’hevala.

Da glozañ e embannomp da heul pozioù un ton bet klevet da vare ar fest-noz a oa bet d’an 19/08 e Plougonveur ha kompozet gant Awen Prigent. (Mersi bras dezhañ !)

Sell aze pozioù ar ganaouenn “Variskan” :

Refrain/Diskan : Variscan Diwall da doull
rak aman’zo, rak aman ‘zo Douar Didoull

Dourioù louz evit aour pe plom
Ne vo ket breinet ‘lec’h ‘omp chom

Macron bihan, deus a Bariz
Ma karomp ez i war da giz

Ur bern labour evit tud ar vro
gant ar mein gleuzioù, biskoazh na vo

N’omp ket drouk, met ma ‘vez ezhomm
e vo difennet an dachenn

Kirri samm e pad an deiz
o vont da gargan ha da ziskargan
Kirri samm e pad an deiz ‘vont da ziskaran ar menez

Nag e coat noz nag e lec’h all
ne ‘vo ket klevet trouz ar bal.

Dey ket, dey ket tamm…  n’omp ket, n’omp ket tomm

Write A Comment