Brezhoneg / Articles en Breton

Emañ ar bragoù ganti… pe ar vrozh gantañ.

Pinterest LinkedIn Tumblr

Gant Robert Neal Baxter.

Ar pennad-se zo bet embannet da gentañ e galizeg er gelaouenn Terra e Tempo.

N’eo ket alies ma vez embannet pennadoù diwar-benn an dilhad war al lec’hienn-mañ. Hag e gwirionez ne vefe ket gwall dedennus kemenn deoc’h e vo prest ma brozh nevez a-benn nebeut… nemet m’eo ur paotr ac’hanon.

Ar vrozh a zo ar pezh dilhad eeun bet implijet a-hed an amzer koulz gant paotred ha gant maouezed abaoe ma oa bet ijinet ar berrwisk kentidik. Gwisket e veze gant ar baotred en Henegipt (shenti) hag gant an Azteked (maxtlatl), hep ankounac’haat c’hiton ar Henc’hresianed. Hag hiziv c’hoazh e vez gwisket ingal gant paotred ha merc’hed dre ar bed a-bezh, da skouer an izaar pe ma’awaz er broioù arabek, al lungi pe mundu en Iskevandir Indez, ar sarong en Indonezia ha Sri Lanka, pe c’hoazh ar pareo er Polinezia, ar macawiis e Somalia hag ar malong er Filipinez, ha tostoc’h ouzhimp ar fustanela hengounel e meur a vro valkaniek, brudet a-drugarez d’an evzoned, ar warded a gaver dirak Parlamant Gres…

Ha koulskoude, estreget ur re nemedenn ral pe raloc’h, en o zouez ar c’hilt pe fèileadh hag ar soutanenn, e broioù ar C’hornôg hag en amzer a-vremañ e vez sellet ouzh ar vrozh evel ur pezh dilhad evit ar merc’hed nemetken. Hag abalamour da se, he deus talvezet ar vrozh ivez a-hed an istor da lakaat a wel d’an holl saviad izeloc’h ar maouezed er gevredigezh, arouez ar fed m’az eo bodoù diskiant anezhe, perc’henniezh o zadoù hag o gwazed, dres evel ar vugale hag ar chatal. Lakaet e vez sklaer-tre war wel al liamm-se etre ar vrozh hag ar galloud sokial pa seller ouzh al lid-tremen gwezhall anvet breeching e saozneg, pa veze gwisket bragoù gant ur paotr evit ar wezh kentañ pa oa deuet d’an oad-gour, hini ar skiant. Setu aze un oad, hini ar vajoriezh, difennet groñs ouzh ar maouezed e dizhout, hag int tonket da viken da wiskañ dilhad ar vugale. Hag arabat disoñjal ivez, betek nevezik ’zo e veze lakaet da dorfed mont war goust gras kaer ar baotred-se e meur a vro dre are bed, en o zouez $tadoù-Unanet AmeriKKKa, bet harzhet eno maouezed en XIXvet kantved tamallet da vezañ gwisket bragoù. Eno ivez en XXvet kantvet c’hoazh e veze difennet oute o gwiskañ er Sened, ha kaset d’an toull-bac’h ur vaouez e 1938 abalamour dezhi gwiskañ bragoù el lez-varn. Pebezh torfed a-enep d’an urzhiadurezh!

N’on ket sot gant ar mod, na tamm ebet, met a-viskoazh em eus kavet brav ar brozhioù evit ar baotred ijinet gant Jean-Paul Gaultier hag fellout a rae din kaout unan heñvel evidon. Divizout a ris kregiñ tamm-ha-tamm gant ur c’hilt, rak kreñv eo an aon a c’hell sevel diwar pouez ar gwask sokial. N’on ket o klemm avat, evel ma ra paotred ’zo, peogwir eo ‘berzet’ ouzh ar baotred sañset (Gant piv? Pelec’h?) ober traoù a c’hell ar maouezed ober (stammañ, gwriat, hag all herveze…), rak pozitivel em boa kavet an taol-arnod kentañ er straedoù dre vras, estreget ur re selloù kurius. En em divlevañ a ran abaoe pell ivez, ar pezh a ya a-enep da batrom hengounel ar baotred. Met disheñvel-krenn eo an dilerc’hioù pa ya ar baotred a-enep d’ar reolennoù diouzh ar rebecherezh sokial kreñv a deu war wel pa ya ar maouezed a-enep d’o fatromoù doare-bezañ, degaset da soñj dezhe ha kreñvaet a-drugarez da wask ar ar vruderezh a beb seurt a gavont tro-dro dezhe war ar pemdez.

Diouzh un tu, e c’hellfed lâret n’eus abeg ebet pa seller ouzh an istor evit a virfe ouzh ar baotred gwiskañ brozhioù. Ret eo kas an traoù un tamm pelloc’h avat, o vont war dachenn ar politikerezh kentoc’h evit hini an dibaboù hiniennel, o lakaat ar vrozh gwisket gant ar baotred da vezañ ur benveg a sikourfe da gas d’an traoñ an doareoù-soñjal diamzeret ha kilstourmer diazezet war ar batriarkiezh.

Tennañ a ra d’al luskad gender fuck a glask krouiñ gourevelezhioù nevez o vont dreist da reoladoù ar gourevelezhioù hengounel pennañ oc’h empentiñ ar genad evel un doare performance pe doare-emdalc’h foran. Ar pal a zo kas d’an traoñ bevennoù ar binom benel/gourel, abeg pennañ ar patromoù kizreoladel hag arralreoladel. Setu pennaenn ar batriarkiezh: disrannañ an dud e daou strollad disheñvel-mik an eil diouzh egile, gant bep e interestoù, barregezhioù hag doareoù-bevañ sañset diazezet war un diforc’h biologel ‘naturel’ don. Diwar seurt mennozhioù eo ma tiwan stereotipòu ideologel evel “Ar baotred a deu eus Meurzh hag ar merc’hed eus Gwener”. Gwir eo, ar maouezed a zo anezhe ur strollad resis mac’homet abalamour d’o genad en ur gevredigezh patriarkel evel hon hini hag a abalamour da se e ranker anzav ec’h eo diheñvel o interestoù-i diouzh re ar baotred ha ret eo d’al luskadoù araokaour derc’hel kont eus an diforc’hioù-se. Met sokial eo an diforc’h-se ha n’eo ket biologel pe naturel: n’eo ket peogwir e teu ar maouezed hag ar baotred eus planedennoù disheñvel, met peogwir e vezont desavet hervez patromoù disheñvel, o lakaat an eil re da vezañ dindan beli ar re all. Tu ’zo neuze da lakaat en arvar ha da dispennañ an diforc’hioù-se. Dever an holl luskadoù araokaour an hini a rank bezañ rak o tiskar ar batriarkiezh e vez lakaet da horellañ sichennoù ar gevalaouriezh ivez war un dro, maget diouzh he zu gant rannadur al labour.

N’o deus ar sportoù genad ebet, nag ar c’hoarielloù, ha ne dlefe ket e gaout an dilhad ivez. N’eo ket peogwir e wisker bragoù ma vezer ur paotr, na peogwir e wisker ur vrozh ma chomer hep e vezañ. Ar pal a glasker eo bezañ ur paotr en un doare disheñvel, da lâret eo ur gour emskiant nevez, krouet a-ratozh o vont a-enep d’an talvoudoù diazezet war ar batriarkiezh, an arallrevelezh hag ar gizgenadelezh evit dizhout dieubidigezh pep hini dreist d’ar genad biologel ha sokial. Evel ma skrivas ar varzhez c’halizeg Rosalía de Castro e 1880, un nebeut bloavezhioù goude ma tisklêrias Sojourner Truth “Ha n’on ket me ur vaouez?”, n’heller ket asantiñ d’ar batriarkiezh termeniñ an identelezh c’henadel hervez ar reoladoù sokial hepken:

An holl a lâr o deus ene ur plac’h

ar re a gan meuleudi d’ar c’houlmed ha d’ar bleunioù.

Met pa n’hen ran ket, Itron ar C’houlmed,

Petra on me neuze?

N’on ket ken sot na ken fougaser da grediñ e kemmo ar bed hag e vo lakaet fin d’an gwallziforc’h a-enep d’ar maouezed nemet peogwir e wiskan me ur vrozh. Met tamm-ha-tamm ec’h a an traoù war-raok ivez avat ha pehini eus e du a c’hell stourm oc’h ober traoù bihanoc’h pe vrasoc’h evit freuzañ ar stereotipoù he deus ezhomm dioute ar batriarkiezh evit gallout kenderc’hel gant an disrannadur genadel, solenn ar gevalaouriezh. Ret eo stourm war bep tachenn, evel ma skrivas Añjela Duval, hag e meur a doare a-enep d’an holl voustrerezh (genadel, revel, broadel, trevadennel, gouennel…) evit sevel ur vro dieub da vat e pep keñver hag evit an holl.

Geriaoueg

Dre ma n’eus ket bet embannet kalz diwar-benn danvez ar revelezh hag ar genad e brezhoneg eo bet ret din sevel un toullad nevezc’herioù hag implijout lod all dianav a-walc’h :

arallrevelezh: hétérosexualité

arralreoladel: hétéronormatif

genad: genre

gourevelezh: masculinité

identelezh c’henadel: identité de genre

kizgenadel: cisgenre

kizreoladel: cisnormatif

lid-tremen: rite de passage

reolad: norme

Write A Comment