Archive

avril 27, 2017

Browsing

Ur wech c’hoazh e vez gwelet penaos eo plantet mat ar c’hengred hag ar stourm enepfaskour e Breizh. Keleier Rojava a zo nec’hus er mare-mañ, gant an durked gourdrouzus e-tal-kichen an harz. Ouzhpenn d’o emgann a-enep faskourien ar strollad Daech e tle ar gurded mont da vrezeliñ a-enep faskourien stad Turkia. Neuze, evit prenañ dafar pareañ, un nebeud bretoned ‘neunt dibabet aozañ ur fest-noz. An arc’hant a-bezh a vo implijet evit sikour ar gurded ha stourmerien etrebroadelour an IFB (= International Freedom Battalion, a stourm gant ar Syrian Democratic Forces ‘benn ar fin).

Evit bezañ resisoc’h, lienadoù omeostatik a servij da louzaouiñ ar goulioù a vo prenet ha digaset dezhe. Ar fest-noz-se vo aozet d’an 3 a viz Even er C’hloastr-Plourin hag an aozerien ‘neunt lañset un dastumadeg arc’hant war ar rouedad evit prenañ dafar aozañ :
Evit moulañ ar skritelloù, fardañ ar boued, feurmiñ un deltenn vras ‘meump ezhomm eus un tammig arc’hant en a-raok” eme Jarlez, unan eus an aozerien. “Selaou a reoc’h arzourien a-feson hag e tebroc’h boued lipous“.
Un abardaevezh kengret ha plijus da zont !

T-shirtoù kinniget war ar raktres crowdfunding