Actualité / Keloù

Prosez Galv Plouared : CGT Gwengamp a c’houlenn ur jubennour evit ar vrezhonegerien a vo barnet

Pinterest LinkedIn Tumblr

D’an 12 a viz Mae e vo barnet pevar stourmer politikel eus Bro-Dreger kar o dije hervez ar prokulor stanket trenioù e kumun Plouared da vare ar stourm enep d’al lezenn labour.

D’ar 6 a viz Mae e vanifesto o harperien adalek 11 e dirak ti-gar Gwengamp.

Ar pevar den a zo perzh eus Nuit Debout pe Breizh O Stourm a ra gant ar brezhoneg er gêr hag en o lec’h labour. Setu m’o doa respontet e brezhoneg d’an archerien evit lod anezhe ha setu perak e nac’hfont ober gant ar galleg pa vefont barnet e Gwengamp. A-hed o oberennoù perzhidi galv plouared o doa klasket ober gant an div yezh.

E lezvarn Gwengamp e oa bet roet ur jubennour d’ur stourmer eus Stourm ar Brezhoneg e 1985 pa oa bet barnet evit un afer panellou-hent unyezhek bet divountet.

Goulenn a ray Guillaume Bricaud, Yohan Colas, Kaou Davay ha Gael Roblin e vije doujet d’o gwirioù yezhel da zevezh ar varnadenn.

A bep seurt strolladoù ha sindikadoù a c’halv da vanifestiñ d’ar sadorn 6 a viz e Gwengamp. CGT Gwengamp en o zouez hag an unvaniezh lec’hel eus ar sindikad da resisaat d’ar gemmenadenn kaset d’ar c’helaouennoù “Ils ont décidé de  s’exprimer en breton devant le tribunal quoiqu’il arrive. Nous considérons qu’ils doivent être respectés et que la Chancellerie doit prévoir la présence d’un traducteur dans l’hypothèse ou le magistrat ne serait pas bretonnant !”.

Deomp da c’houzout ez eo ar wezh kentañ e embann ur sindikad eus ar re vrasañ e ranker doujañ ouzh ar brezhoneg er vuhez foran.

Evit se hag en abeg d’un teuliad a seblant tanav tre e ray trouz moarvat prosez galv Plouared.

Write A Comment