Actualité / Keloù

Gouel Broadel ar Brezhoneg : gouel zo mat met stourm zo tad !

Pinterest LinkedIn Tumblr

A-raok mont da Langoned evit Gouel Broadel ar Brezhoneg d’an 19 hag 20 a viz Mae e c’hellit kemer amzer evit sellet ouzh abadenn Bali Breizh diwezhañ. Pedet eo bet Yves-Marie Derbré-Salaun gant skipailh France 3 Breizh evit displegañ peseurt palioù zo gant ar rummad nevez a glask adreiñ lañs d’ar gouel.

E-doug an abadenn ez eus bet skignet un teulfilm dedennus kaer, sevenet gant Riwal Kermarrec, hag a ro ar gaoz da aozerien istorel ar gouel : Yann Puillandre ha Jañ-Mai Salomon, daou stourmer dizalc’hour bet oberiant e Emgann hag en ARB. Arzourien evel Bernez Tangi ha Nolwenn Korbell a vez klevet ivez o kontañ pegen pouezus eo seurt darvoudoù evit ar re a grou e brezhoneg, klevet a reer ivez Lena Louarn ha Sylvie Toupin. Kaozoù ken talvoudus zo gant Herve ar Beg (bet oberiant e Emgann ha SAB) ha Gael Roblin, daou stourmer all eus an hevelep luskad a zegas  talvoudegezh politikel ar gouel da soñj an holl. Ul labour prizius ha talvoudus zo bet kaset a-benn gant ar sevenour a-benn lakaat ar rummadoù stourmerien disheñvel da brederiañ diwar-benn an treuzkas politikel hag ideologel a ra diouer deomp alies.

An teulfilm “Gouel zo mat met stourm zo tad ! “a vo skignet div wezh e-pad an dibenn-sizhun, moarvat e kavfed ennañ peadra da vouetañ an eskemmoù evit ma adkavo ar vretoned kar-o-yezh hent ar stourm stroll hag an disentiñ.

Sachañ a reomp hoc’h evezh war an taolioù-krenn niverus a vo dalc’het diwar-benn ar stourmoù gwregelour gant Gast da skouer pe a-zivout plas ar brezhoneg er stourmoù sokial. Ar programm klok a gaver aze.

 

Write A Comment