Brezhoneg / Articles en Breton

Ur radio 100% e brezhoneg e Bro-Naoned : emvod e Sant-Ervlan d’ar 14 a viz Even

Pinterest LinkedIn Tumblr

Resevet hon ur gemenadenn a-berzh Radio Kerne evit aozadur un emvod foran d’ar Merc’her 14 a viz Even e Sant-Ervlan. Komzet e vo en degouezh-se diwar-benn ar frekañsoù radio nevez a vo digoret e fin 2017 e Bro-Naoned.

Ur chañs bras e vefe kaout ur radio a skignfe 100% eus ar programmoù e brezhoneg, evit diorren hor yezh e Bro-Naoned hag evit normalizaat anezhi e bed ar mediaoù e Breizh. Rannvro “Broioù-al-Liger” hag ar mediaoù lec’hel o heuliañ ar memes framm (France 3, Ouest-France, …) a ra un troc’h splann evit pezh a sell eus ar mediaoù, dre ma ne vez ket skignet ar programmoù pe ar pennadoù e brezhoneg war dachenn departamant Liger-Atlantel.

Istorel eo ar chañs roet deomp da zigeriñ ur radio 100% e brezhoneg e Naoned, harpomp ar raktres neuze !

Emvod d’ar 14 a viz Even 2017

e Yezhoù ha Sevenadur

e Sant-Ervlan da 7 eur

 

Ur radio 100% e brezhoneg e Naoned.

Laouen eo Ofis Publik ar Brezhoneg ha Radio Kerne o pediñ ac’hanoc’h d’un emvod foran evit ur radio 100% e brezhoneg e Naoned.

En diskar-amzer 2017 e vo digoret frekañsoù Radio Niverel Douarel gant ar CSA e Meurgêr Naoned ha fellout a ra da Radio Kerne respont d’ar galv-mañ ha digeriñ ur skourr eus Radio Kerne e reter ar vro.

Ur raktres meur evit ar yezh ! Un digoradur teknikel evel ‘neus ket bet c’hoazh evit digerin un media holl vrezhoneg er reter.
 Ur raktres a gasimp da benn ma vez an emsav en e bezh o kemer perzh.

Deuit niverus e St Ervlan, e savadur nevez Yezhoù ha Sevenadur, d’ar merc’her 14 da 7eur noz !

Lena Louarn bespresidantez rannvro Breizh
Pierre Boucard karget eus an RNT en SNRL (sindikad ar radioioù dieub)
Loik Jade, Prezidant Radio Kerne
Morgane Bramoullé ha Lou Millour, renerezed Radio Kerne a vo aze evit displegañ pep tra deoc’h hag eskemm.

Ur banne vo servijet da heul an emvod.

Write A Comment