Brezhoneg / Articles en Breton

Broioù Katalan : skritelloù Franco a-enep referendom an dizalc’houriezh !

Pinterest LinkedIn Tumblr

Hiziv e oa deiz-ha-bloaz taol-stad Franco e 1936 e stad Spagn. Un devezh dibabet gant tud zo evit lakaat war-wel skritelloù Franco gant ar frazennoù « NO VOTES. El 1 de octubre. No a la república. ». Da lâret eo : « Arabat votiñ. 1añ a viz Here. Nann d’ar repubik » !

Un tammig e pep lec’h er broioù Katalan ez eus bet gwelet skritelloù an diktatour war mogerioù ar vro ar mintin-mañ : peadra da lakaat an dud da gomz evel-just !

Un nebeut amzer goude e oant adpeget gant ur strollad dizalc’hourien anvet « Republica des de Baix » hag a anzave war ar rouedadoù sokial bezañ e-penn ar c’houlzad kehentiñ-se !

Ar strollad dizalc’hourien a embann eo a-bouez bras referendom ar 1añ a viz Here evit dazont ar broioù Katalan, hag a lavar zoken e vefe un distro eus an diktatouriezh chom hep kemer perzh !

Ar pal dre an obererezh-se a zo lakaat an dud da brederiañ diwar-benn ar fed ma nac’h Madrid ma vefe aozet ur referendom gant ar gatalanezed hag ar gatalaniz. D’ar 1añ a viz Here e rankfe koulskoude bezañ aozet, hag ar goulenn savet a vo « Ha c’hoant ho peus ma vefe Katalonia ur stad dizalc’h dindan stumm ur republik ? ».

https://twitter.com/Republica2017/status/887345502802632705

Write A Comment