Brezhoneg / Articles en Breton

Gwengamp : manif a-enep d’an tu-dehoù pellañ ha d’ar c’hevala

Pinterest LinkedIn Tumblr

Poent bras eo stourm a-enep an tu-dehou pellañ !

Gwall-daol Charlottesville ; Ar vag C-star e mor kreiz-douar ; ar feulster faskour treuskazet gant Daech er bed a-bezh ; diktatouraj Erdogan, ha c’hoazh ’zo…

Gounid tachenn a ra ar faskourien, aktionoù a vez graet gante muioc’h-mui, feulsoc’h-feulsañ int, ha lazhañ tud a reont.

’Barzh Lille oa lazhet tud abalamour d’o heñvelreizhded, da liv o c’hoc’hennoù ; E Naoned, oa skoet kriz daou baotr yaouank, darbet dezhe koll o buhez… ar pobloù divroet, gwallgaset en o broioù, a zo taget amañ ivez ken ez int.

N’eus ken nemet sellet tro-dro deomp, ar strolladoù o deus kasoni an nen, ar faskourien, a zo niverusoc’h niverusañ e Breizh hag e bro-C’hall : « génération identitaire », « GUD », « Adsav », « dissidence française », « action française »…

Ar bolitikerezh gapitalist liberal – a zo hini Macron hag e genseurted – na ra nemet kreñvaat an dizingalded sokial etre an dud, ha seul startoc’h buhez an dud vihan, seul aesoc’h d’ar mennozhioù fachist dont war-wel hag en em zioren. Ur gwir prof d’an FN, d’ar skridoù gwenelour war internet, ha d’an ostalerioù evel ar Bro Gozh Pub
en Gwengamp.

Arri eo poent bras talañ oute !

Gervel a reomp pep hini dezhañ/dezhi mennozhioù kengred ha justis sokial da zont da stourm ganeomp :

d’ar 14 a viz here 2017 da 2eur goude mern
Plasenn ar Vally en Gwengamp.


Embannomp asambles eo Breizh ur vro digor enni tud kengred !

Write A Comment