Archive

octobre 24, 2017

Browsing

Resevet hon eus ar galv zo da-heul. Ho kervel a reomp da gemer perzh en darvoud kinniget a-benn difenn gwir ar Gatalaniz da gaout ur republik dizalc’h. Evel ma vo goulennet groñs frankiz evit o frizonidi politikel.

Pa vo bodet kalz a dud tomm o c’halon ouzh pobloù ar bed a fell dezho kaout muioc’h frankiz, e Karaez da geñver saloñs al levrioù, e kinnigomp en em vodañ en un doare arouezhel dirak Leurenn Glenmor d’ar Sul 29 a viz Here da 5e30 a-benn embann hor c’henskoazell da bobl katalonia.
Pedet eo an dud da zont gant bannieloù Breizh ha Katalonia pe broioù all, ket bannieloù ar strolladoù politikel.

emglev.bro.karaez@gmail.com 06 32 70 12 51

Le festival du livre de Karaez a souvent une coloration politique assumée par ses organisateurs. Cette année c’est la Corse l’invitée d’honneur et leader indépendantiste Jean-Guy Talamoni sera présent. C’est déjà une bonne raison d’aller y faire un tour.

Actualité oblige nous reproduisons ici un communiqué du regroupement culturel Emglev Bro Karaez que nous vous invitons à diffuser.

Le festival du livre en Bretagne rassemble de nombreux bretons et visiteurs sensibles à la cause des peuples minoritaires. Nous profiterons de cet évènement pour proposer un rassemblement de soutien au peuple catalan le Dimanche 29 octobre devant l’Espace Glenmor de Carhaix à 17h30.
Nous invitons à un rassemblement symbolique avec drapeaux catalans et bretons ou d’autres pays, de préférence aux bannières de partis politiques.

Les organisateurs nous indiquent qu’un acte symbolique de solidarité avec le peuple catalan et ses prisonniers politiques est en préparation. Venez nombreux !

 

N’eo ket alies e vez bannet filmoù brezhonek er salioù du. Sinema ar gorriganed e Gwengamp a zegemero ar sevenour Mickael Baudu a deuy da vannañ e deulfilm “Open the Border” d’ar 6 a viz Du da 8e noz.

An teulfilm-se bet produet gant Gwengolo prod,  zo bet skignet e Skaer, Plougonveur, Douarnenez… Bep tro e teu maez an arvesterien deus ar sal frommet gant tonkad kriz ar repuidi bet taolennet gant ar sevenour hag e skipailh war hent an harlu. Saif ar yezidi a oa bet graet anaouedegezh gantañ gant Mikael Baudu e-keit ma oa o treiñ evit e film all anvet “Kurdistan, huñvre un nevez amzer”. Liesyezhek eo an teulfilm, kurdeg, arabeg, saozneg ha brezhoneg a glever kemesket e oberenn Mikael Baudu. Ur prenestr digor e brezhoneg eo “Open the Border” war safar ha trubuilhoù ar bed, un abeg e-touesk re all da zont da arvestiñ ouzh an teulfilm e Gwengamp pe da aozañ ur skignadenn en ho pro a-benn sikour tud zo o deus poan marteze o kompren petra zo kaoz e laka lod o buhez en arvar war hentoù an divroañ.

Skignet eo ar film da geñver koulzad DIGOR.

Gwagenn TV en doa aterset Arno Vannier da vare gouel ar filmoù e Douarnenez diwar-benn e labour a gameraman evit “Open the Border” :

 

Kêrbenn ar stad Islamour zo kouezhet dindan taolioù an FDS (Nerzhioù Demokratel Siria) a vod ar stourmerien Kurd hag Arab a nac’h diktatouriezh El Assad koulz ha faskouriezh ar Stad Islamour en Irak hag er Sav-Heol.

Raqqa a oa deuet da vezañ unan eus kerioù pennañ ar stad nevez, adalek al lec’h-se eo e veze aozet kalzig eus ar gwalldaolioù gwadus bet kaset a-benn gant djihadourien DAESH en Europa.

N’emañ ket Raqqa en ul lodenn eus tirder ar gurded daoust da se stourmerien ha stourmerezed ar YPG/YPJ (tost ouzh ar PKK) zo bet e penn dieubidigezh Raqqa.

Giton an NDS/FDS e Raqqa, poltred tapet gant ar stourmerien

80% eus ar savadurioù zo bet distrujet goude meur a viz a emgannioù taer. 1130 sivil ha 270 bugel  zo bet lazhet koulz ha 2120 stourmer deus an daou du.

Brudet e oa Raqqa evit reiñ bod d’an djihadourien deuet eus an Europa da harpañ sponterien faskour DAESH, kalz nebeutoc’h a bennadoù zo bet diwar-benn an estranjourien aet d’en em gannañ a-gevred gant ar gurded.

Sportva Raqqa lakaet da doull-bac’h ha lec’h jahinañ gant DAESH

Stourmerien etrebroadelour Batailhon Etrebroadel an Dieubidigezh evel re an Tabur Enternasyonal a oa el linennou kentañ war an talbenn.

En o zouez e kaver kalz a stourmerien sokialour, komunour hag anarkour deuet deus ar bed holl da harpañ ar gurded hag ar re all da sevel ur gevredigezh reizhoc’h er Rojava (lodenn su ar c’hKurdistan) ha dre vras e hanternoz stad gozh Siria. Italianed, Gresianed, Gallaoued, Saozon, met ivez Euskariz, Iwerzhoniz ha Breizhiz zo aet di da reiñ ur c’henskoazell pleustrek tre d’ar YPG/YPJ.

Unan eus ar vretoned zo war an talbenn a gas e saludoù deomp dre video. Addegas a ra da soñj an holl eo deuet evel kalz deus e gamaladed da harpañ a-benn sevel ur gevredigezh reizhoc’h a-bep keñver diazezet war mennozhioù ar c’hengevreadelezh demokratel diwar soñjoù Abdullah Ocalan.

Peadra da lakaat ac’hanoc’h moarvat da dremen dre aze d’ober un dreuzvankadenn da harpañ ar Skoazell Ruz da brenañ lienennoù hemostatek evit ar stourmerien etrebroadelour zo war an talbenn. 16 000 euro zo bet rastellet dija ha kaset eo bet an dafar e lec’h ma oa ezhomm, kendalc’homp ! Gallout a rit tremen dre aze dre baybal (menneg ROJAVA).