Brezhoneg / Articles en Breton

Ar stourmerien etrebroadelour o deus sikouret da zieubiñ Raqqa

Pinterest LinkedIn Tumblr

Kêrbenn ar stad Islamour zo kouezhet dindan taolioù an FDS (Nerzhioù Demokratel Siria) a vod ar stourmerien Kurd hag Arab a nac’h diktatouriezh El Assad koulz ha faskouriezh ar Stad Islamour en Irak hag er Sav-Heol.

Raqqa a oa deuet da vezañ unan eus kerioù pennañ ar stad nevez, adalek al lec’h-se eo e veze aozet kalzig eus ar gwalldaolioù gwadus bet kaset a-benn gant djihadourien DAESH en Europa.

N’emañ ket Raqqa en ul lodenn eus tirder ar gurded daoust da se stourmerien ha stourmerezed ar YPG/YPJ (tost ouzh ar PKK) zo bet e penn dieubidigezh Raqqa.

Giton an NDS/FDS e Raqqa, poltred tapet gant ar stourmerien

80% eus ar savadurioù zo bet distrujet goude meur a viz a emgannioù taer. 1130 sivil ha 270 bugel  zo bet lazhet koulz ha 2120 stourmer deus an daou du.

Brudet e oa Raqqa evit reiñ bod d’an djihadourien deuet eus an Europa da harpañ sponterien faskour DAESH, kalz nebeutoc’h a bennadoù zo bet diwar-benn an estranjourien aet d’en em gannañ a-gevred gant ar gurded.

Sportva Raqqa lakaet da doull-bac’h ha lec’h jahinañ gant DAESH

Stourmerien etrebroadelour Batailhon Etrebroadel an Dieubidigezh evel re an Tabur Enternasyonal a oa el linennou kentañ war an talbenn.

En o zouez e kaver kalz a stourmerien sokialour, komunour hag anarkour deuet deus ar bed holl da harpañ ar gurded hag ar re all da sevel ur gevredigezh reizhoc’h er Rojava (lodenn su ar c’hKurdistan) ha dre vras e hanternoz stad gozh Siria. Italianed, Gresianed, Gallaoued, Saozon, met ivez Euskariz, Iwerzhoniz ha Breizhiz zo aet di da reiñ ur c’henskoazell pleustrek tre d’ar YPG/YPJ.

Unan eus ar vretoned zo war an talbenn a gas e saludoù deomp dre video. Addegas a ra da soñj an holl eo deuet evel kalz deus e gamaladed da harpañ a-benn sevel ur gevredigezh reizhoc’h a-bep keñver diazezet war mennozhioù ar c’hengevreadelezh demokratel diwar soñjoù Abdullah Ocalan.

Peadra da lakaat ac’hanoc’h moarvat da dremen dre aze d’ober un dreuzvankadenn da harpañ ar Skoazell Ruz da brenañ lienennoù hemostatek evit ar stourmerien etrebroadelour zo war an talbenn. 16 000 euro zo bet rastellet dija ha kaset eo bet an dafar e lec’h ma oa ezhomm, kendalc’homp ! Gallout a rit tremen dre aze dre baybal (menneg ROJAVA).

Write A Comment