Brezhoneg / Articles en Breton

Asantet eo bet raktres Radio Kerne gant ar CSA : ur radio 100% e brezhoneg a vo e Bro-Naoned !

Pinterest LinkedIn Tumblr

Ur sapre taol-kaer ! Goude daou vloaz o labourat tenn evit prientiñ an teuliad, goulenn sikour an dud hag ar c’hevredigezhioù ha kinnig ar raktres ez-ofisiel ez eo bet embannet ar respont gant ar CSA : bez e vo eus #RadioNaoned !

 

Un araokadenn e vo ar radio-se evit ar brezhoneg war dachenn Bro-Naoned evel-just met ivez evit Breizh a-bezh, anat eo. A-bouez e vo evit normalizaat hor yezh war ar pemdez, daoust d’an harzoù melestradurel a gaver hiziv c’hoazh gant « Broioù-al-Liger »…

Adalek 2019 e rankfe kregiñ ar radio da skignañ e RNT e Bro-Naoned. Labour a chom c’hoazh evit dastum arc’hant, kavout ha stummañ tud a-youl vat, staliañ an dafar, goprañ muioc’h a dud ivez. Un dra vat eo evit bed ar c’hleweled e brezhoneg dre vras : gourc’hemennoù neuze da skipailh Radio Kerne ha bec’h dezhi evit an dazont !

Sed amañ dindan un atersadenn eus Morgane Bramoullé, a labour e Radio Kerne, a oa bet graet gant Gwagenn.TV e miz Even 2017. Deuet e oa gant skipailh ar radio evit kinnig an teuliad dirak un 60 den bennak e kreizenn Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan (e-kichen Naoned).

 

Write A Comment