Actualité / Keloù

Marvet eo Kendal Breizh e Kurdistan evel daou gamalad all

Pinterest LinkedIn Tumblr

Da heul marv Kendal Breizh (Olier) hag hini daou etrevroadelour all, eus Galiza hag an Izel-Broioù, e Kurdistan en deizioù tremenet, setu testenn e vignoned ha kamaraded. Doujit pizh d’ar chemenn ha bezit kelaouet evit an homaj.

Aet eo hor mignon Olier evel youlad breizhad evit sikour difenn ha diorren an dispac’h e Rojava.

Aet eo d’an Anaon d’an 9 a viz C’hwevrer tremenet da heul ur bombezadeg gant nerzhioù turk Recep Tayip Erdogan.

Gant e idealioù libertaer ha dispac’hel oa bet troet war-zu an arnod bolitikel er Rojava ha da c’houde en em engajiñ gant an nerzhioù kurd ha reoù o c’hevredidi (arabed, yezhidied…). Gante e ranne mennozhioù enep-impalaerour, enep-faskour, enep-revelour, ekologour. Gante e ranne mennozh un doare libertaer da gas mont-en-dro ur gêr, un doare a zouj ouzh giwrioù an holl bobloù da vezañ mestr war o dazont.

Goude bezañ bet stummet gant ar YPG (Unvezioù Gwareziñ ar bobl) eo bet embarzhet er Tabur Antifa deuet da vezañ Tabur YPG Etrebroadel. Gantañ en deus stourmet a-enep an aozadur sponter Daesh, e Raqqa da gentañ hag e rannvro Deir-Ezzor da c’houde.

Pa oa ar stourm a-enep ar « Stad islamek » oc’h echuiñ, un aozadur a spont all, stadel ar wech-mañ, da lavaret eo Turkia Erdogan, he deus taget unan eus an diwezhañ konton eus Siria espernet gant ar brezel. Pe vije hini Assad a-enep e bobl dezhañ pe vije hini Daesh a-enep ar bed. Er rannvro-mañ e oa repuet ul lodenn eus poblañ Siria.

Diouzhtu eo bet hor mignon enrolled youlek evit stourm a-enep ar gourdrouz nevez-mañ pa oa en soñj distreiñ e-touesk e re.

Ar fed e chomfe diseblant, ma n’eo ket kendorfedour, ar galloudoù bras dirak an arnod turk a c’houennlazh a ziskouez splann n’haller ket kaout fiziañs enne evit stourm a-enep ar rikladurioù faskour. Rusia, Stadoù-Unanet hag Europa hepken a soñj e-barzh interestoù ar rummadoù zo ar galloud gante. Eus an tu all, n’eus nemet kengred ar pobloù a-enep ar pobloù impalaour a laka ur gwir demokratelezh da vont war-raok.

Memes ma ne oa ket rannet e radikalegezh gant tout e vignoned, deuet dreist e oa gant an holl evit e emzalc’h drant hag e vrokusted, kendrec’het omp eo marvet Olier evit un abeg reizh : hini ur gevredigezh libertaer, kevatalek hag ekologour.

Un tolpadeg a vo aozet prestik evit e rentañ enor.

GS : D’ar gazetennerien : Goulennet he deus groñs familh Olier da chom hep bezañ direnket, e mod ebet. Spi hon eus e vo doujet kement-mañ.

Aet eo evel breizhad ha brezhoneger, n’em em lakae ket da C’hall. Trugarez da zoujañ kement choazh ivez.