Brezhoneg / Articles en Breton

“Kenavo Kamalad”, ur barzhoneg e koun Kendal Breizh

Pinterest LinkedIn Tumblr

Kenavo Kamalad

Pell Pell Pell war douarioù ar Rojava

‘Meump kollet ur wir a zen da viken

Diwadañ a ra spi ar vretoned

Koulz ha spi da vignoned ar Gurded

*

Te oa aet da zifenn ar frankiz

Ur bobl-nes taget gant an Durkiz

Barzh da sac’h : Levenez, Karantez ha Lorc’h

Ha barzh da c’henoù : Kan da bobl e fulor

*

Bro-garour e oas ha da vro da gare

Ra chomo bev da viken da Ene

Hon fulor a gresko ‘enep da vourev

Biken na vo trec’het, da youl a vevo

*

Mibien ha Merc’hed savit holl a-gevret

Da zifenn hon gwirioù da enoriñ Olier

Ur brokus a baotr marvet kalz re abred

Aet da anaon bremañ, a-raok gwelet an trec’h

*

Eus Breizh da Euskal betek Bro Gurdistañ

Ar re vunut a glevo sarac’h hon glac’har

Pa savo warc’hoazh war gern ar menezioù

Yud hon c’hounnar ‘barzh avel an Dispac’h

*

Marv eo Olier, Marv eo Kendal

Marv hon c’hamalad, lazhet gant Erdogan

Bro C’hall ‘zo kablus, He c’hasaat a reomp

Kement ha Bro Durki, Torfedourien faskour

*

An Drian ne rann grik, re a armoù da werzhañ

Bro Durki ‘deus ar gwir da lazhañ hervezañ

Erdogan-An Drian mignoned da viken

‘Neunt lazhet hon mignon, ra baefet ho torfed

*

Da garout a reomp Olier a Vro Pourlet

‘Bet e Rojava da zifenn ar frankiz

Frankiz ur bobl sonn ‘nep d’ar faskourien

Evit sevel da viken ur wir vuhez a beoc’h !

*

Te blije dit ar vuhez, leun a joa ha birvilh

Te blije dit an dud, da vro da yezh da bobl

Te blije dit kanañ, te blije dit c’hoarzhiñ

Ra chomi da viken Don Don ‘ba hon c’halon

*

Kenavo mignon

Fuck the fascists everywhere

Betek an Trec’h Bepred !

Plounevez Moedeg

D’an 19 a viz C’hwevrer

 

Write A Comment