Archive

avril 21, 2018

Browsing

Ar strollad Trouz an Noz a lido ar bloaz mañ e 10vet deiz-ha-bloaz e servij ar punk ‘mod ar vro ! Cheñchet eo ar skipailh orin, lod zo aet kuit, unan dionte kalz re abred, lod all zo bet embarzhet met amañ emañ c’hoazh ar spered orin.

Feal d’e wrizioù e sono strollad Niko e Ploufragan a-gevred gant strolladoù punk pe rock all, liammet evelte gant Sant-Brieg pe bro Gwengamp.

Heklevioù ar punk evel gwezhall zo chomet gante, evel m’int chomet feal d’ar gallo ha d’ar brezhoneg daoust mard eo deuet da vezañ splannoc’h levezon an elektro a-hed ar bloavezhioù evel soniadou skiltr ar “metal”.

E metoù ar punk-rock int brudet evit bezañ chomet uvel, prest d’ober kalz hent evit mont da seniñ evit netra pe dost ha dreist-holl evit skoazell kement stourm hag a rank bezañ harpet : ar brezhoneg, ar brizonidi bolitikel, Naoned e Breizh, an endro, ar ZAD, ar repuidi ha kement zo tout ha kement mañ e Breizh evel e lec’h all en Europa ! Un abeg ouzhpenn da vont da lidañ o deiz-ha-bloaz d’ar 5 a viz Mae !

Furoc’h eo mirout ho plasoù en a-raok ha mont gant stouvoù skouarn…