Brezhoneg / Articles en Breton

Ur skol mod all evit ar repuidi er C’hloastr-Plourin

Pinterest LinkedIn Tumblr

Ur skol nevez zo bet digoret e miz Mae 2018 er C’hloastr Plourin, ur gumun vihan e bro Dreger. Ur skol disheñvel, ur “skol dazeilet e Menez Are” (setu anv ar skol).

Repuidi a zo o vevañ tro-dro Montroulez ha poent e oa  kinnig traoù dezhe evit ma vefe plijusoc’h ar vuhez e lec’h m’emaint o chom en ur c’hortoz ma vefe asantet o zeuliadoù.

Ar gevredigezh “Les Utopistes en action” a ra traoù a-hed ar bloaz evit sikour ar repuidi. Dilhadoù a vez dastumet ha boued ivez gant ar strollad-se ha klasket e vez lec’hioù evit lojañ ar re o deus ezhomm. Les Utopistes en action a zo bet krouet e 2016, ur gevredigezh kengred gant ar repuidi a aoz alies stalioù dilhad digoust evit an holl tro dro Montroulez ivez.

Lañset eo bet ar raktres nevez d’ ar 15 a viz Mae, savet ez eus bet ur skol dazeilat e lec’h ma vez kinniget kentelioù galleg, kentelioù sport, sikour melestradur, ha kentelioù brezhoneg ivez peogwir int dedennet. Evit poent muioc’h a 12 repuad zo krog gant ar c’hentelioù. Klasket e vez ivez daou pe dri lojeiz er C’hloastr evit ma vefent staliet tostoc’h deus ar skol adalek al Lun betek ar Gwener beure. An ti-kêr a brest “Ti ar c’hevredigezhioù” er C’hloastr Plourin, ar raktres a zo soutennet mat gante neuze. Bep beure e-pad teir eurvezh adalek al lun betek ar gwener e vo graet ar c’hentelioù.

Er skipailh an holl a vo a youl vat (klasket e vez tud all c’hoazh… kelennerien, skoazellerien, tud a youl vat evit an transportoù). Ar gevredigezh a zo o klask c’hoazh dafar skol ivez (kaieroù, kreionoù, ardoazennoù..).

En emvod kentañ zo bet graet e miz Ebrel hag un tregont den bennak a oa deuet. En eil emvod muioc’h. Evit mont war-raok an “utopisted” o deus ezhomm un tamm muioc’h ha arc’hant memestra, evit prenañ ur c’harr-boutin bihan da skouer hag evit lakaat esañs e-barzh. Neuze lañset ez eus bet ur c’hrowfunding evit rastellat peadra da arc’hantaouiñ ar raktres : sikourit ar skol o klikañ amañ.

War ar bajenn Facebook (École alternative des monts d’Arrée) e c’hellit mont da welet a-benn mont e darempred gant tud ar skipailh. Abaoe an digoradur ez eus bet kudennoù abalamour d’ar prefeti, goulennet zo bet digant ar repuidi choaz etre mirout a lojeiz er PRADHA e Kemper pe kenderc’hel er skol. An dra-se zo drouktunerezh hag ur vanifestadeg zo bet graet er C’hloastr evit mont a enep diviz ar prefeti ha diskouez kengred tud ar vro. Ur c’hant den bennak zo deuet d’al Lun 21 a viz Mae. Mod all tu zo deoc’h pellgomz d’an dud a ra war-dro an afer evit gouzout hiroc’h : 06.70.24.99.24.

J.A.G

 

Write A Comment