Brezhoneg / Articles en Breton

Berzh a ra koulzad liseidi Diwan evit tremen ar #BakeBrezhoneg !

Pinterest LinkedIn Tumblr

Pemzek lisead kalonek o deus kredet tremen o arnodenn matematikou e brezhoneg da zevezh ar bacho evit an dañvez-se.

Goulenn a reont ma vo doujet ouzh o gwir d’ober gant hor yezh evit al lodenn se deus ar bachelouriezh evel ma vez graet e akademiezh Bourdel gant o c’henseurted deus hanternoz Bro-Euskal.

Graet o deus o soñj goude bezañ prederiet mat. Kemeret  o deus risklou gant brokusted hag entan ar yaouankiz.

Hiziv c’hoazh n’ouzomp ket hag asantet e vo gant ar rektorelezh  e vefe difaziet o c’hopiennou, dav eo kenderc’hel d’ober trouz ha dreist-holl rediañ sindikalourien an deskadurezh da embann o soñj a-zivout an azgoulenn reizh-se.

Da c’hortoz e weler mat o deus roet al liseidi disuj ur gentelig da zifennourien Breizh en ur implij doareou kehentiñ a vremañ evel Facebook live ha Twitter evel m’o deus degaset d’hor soñj eo arabat ankouaat ar ger-stur : “Ne ‘teuimp ket a-benn d’en em zieubiñ hep disentiñ“.

Dañvez-preder zo aze evit hon dilennidi a vez atav ken sentus dirak o mistri e Pariz, da c’hortoz ma vo paotred ha merc’hed yaouank all o rentañ o c’hopiennou prederouriezh e yezh ar vro !

Evit klozañ e embannomp skrid al liseidi en e-bezh :

O c’houzout mat ar pezh a reomp ha goude bezañ bet klasket gant kement amoug a zo da lakaat hor gwirioù hag hor goulenn da dalvezout,

En anv ar remziadoù da zont,

Ne c’hallomp ket chom hep ober un dra bennak.

Ni : Luca Rault, Tangi Ar Rouzo, Ismael Morvan hag izili all ar c’henstroll « Bak e brezhoneg », a zibab tremen arnodenn matematikoù ar vachelouriezh en brezhoneg ar bloaz-mañ.

Digarezioù pleustrek ha poellek a zo evit displegañ dibab an danvez : an niver a reizherien brezhoneger barrek war ar matematikoù a zo bras a-walc’h evit kaout ur reizhadenn just.

Emskiant deus pouez an dibab-se, hon eus dibabet, e fin hor c’hursus dre soubidigezh, ober ar pezh a sonjemp ha lakaat hor ober da vont gant hor mennozhioù. Abalamour da se hon eus dibabet tremen an arnodenn matematikoù gant ar yezh a implijomp en danvez-se abaoe 15 vloaz. Ar c’helenn-se a zo disoc’h strivoù kelennerien ha liseidi. An traoù evel m’emaint hiziv an deiz, da lâret eo, tremen an arnodenn en galleg, daoust deomp bezañ bet desket en brezhoneg, a zo, evidomp, diboell da vat.

Reishoc’h c’hoazh eo hor stourm pa c’houvezer o deus al liseidi euskarat heuliet ur c’hursus dre soubidigezh gante, ar gwir, abaoe 2012, da dremen an arnodenn matematikoù en o yezh, ouzhpenn d’an arnodenn istor-geografiezh. An diforc’h splann-se a zo direizh kenañ. Keodedourien deus ar memes bro omp, goulenn a reomp kaout ar memes gwirioù, pe vefer euskarad pe breizhad.

Hor yezh, hag a zo bet anavezet e 2011 gant an UNESCO evel en « dañjer bras », a zo gwarezet gant ur garta european peurwiriekaet gant 25 stad. Anavezet ha gwarezet eo hor yezh er vonreizh c’hall evel ul lodenn eus glad Bro-C’hall. Estreget bezañ kelennet pe komzet e rank ur yezh bezañ evit chom bev. Ret eo dezhi kaout he flas er gevredigezh, dre dremen arnodennoù ofisiel en brezhoneg da skouer.

Ar bloaz-mañ a zo evidomp an tremen d’an oad gour. Ar gevredigezh a c’hortoz diouzhimp e vevfemp evel keodedourien kiriek hag a-du gant o zalvoudoù. Se eo ar pezh a reomp.

Setu perak, dre dever keodedad e skrivfomp hor arnodenn matematikoù en brezhoneg. Gant ar gouarnamant an hini eo omp bet rediet d’ober an dra enep lezenn-se, met reizh penn da benn. Spi hon eus e vo broudet evel-se ar stad c’hall da vont e-touesk ar stadoù european all hag e lakao e pleustr an diarbennoù a zo ret evit difenn an talvoudoù a ra deus Bro-C’hall, hervez ar pezh a vez lavaret, bro an Ingalded, ar Vreudeuriezh ha dreist-holl, bro ar Frankiz.

Setu ma pedomp pep hini ac’hanoc’h da souten ac’hanomp !

Write A Comment