Archive

septembre 6, 2018

Browsing

Gant Robert Neal Baxter eo bet skrivet ar pennad-mañ e galizeg da gentañ evit ar gelaouenn Terra e Tempo, ha kinniget en deus deomp ar stumm-se e brezhoneg. Robert Neal Baxter a zo broadelour galizad ha komunour, hag ezel eo eus Kuzul Broadel ar BNG.

Bretagne-Info.


Pa fell d’unan bennak skrivañ diwar-benn un tem ken tomm hag hini lezennekadur/didorfedeladur ar c’hanab, bet difennet e implij nevezik ’zo e gwirionez, e ranker derc’hel digor-frank ar spered, en ur glask tec’hel diouzh savlec’hioù ideologel a-du pe a-enep hepmuiken hep klask goût pelloc’h. Ret eo klevet ha klask kompren an holl arguzennoù eus an eil du hag egile a-benn tizhout ur c’hlozadur poellek hag a skiant vat.

Krogomp neuze gant un eus an arguzennoù pennañ savet gwall alies evit difenn didorfedeladur ar c’hanab, da lâret eo hini talvoudegezh implij tetrahidrocannabinol (THC) ha cannabidiol (CBD) pe kanabinoidoù sintetek all (d.s. ar nabilona) war dachenn ar vedisinerezh, en ur c’hoût e c’heller implijout ar nabiximol (gwerzhet gant an anv Sativex) e meur a vro en Europa abaoe 2010 evit mezegañ ar skleroz strewek (SKLES) pa ne deuer ket a-benn dezhañ gant louzeier all.

Lakaet e oa bet sklaer war wel pegen diboell e c’hell bezañ difenn implij louzaouus produioù ar c’hanab pa oa bet nac’het er penn-kentañ ouzh ur paotrig e norzh Iwerzhon kenderc’hel da implijout THC evit mestroniañ an epilepsiezh a lakae e vuhez en arvar. Dibenn da vat pa c’houvezer e vez roet morfin d’ar re glañv alies, pe gwashoc’h c’hoazh pa soñjer er c’hudennoù sokial grevus a sav diwar implij re ledan an dienkrezerioù (d.s. ar benzodiazepinoù), roet dreist-holl da vaouezed a deu da vezañ estoue oute peurliesañ gant kudennoù dizonadur grevus pe c’hrevusoc’h.

Gwir eo kemend-all. Arabat bezañ touellet gant arguzennoù faos avat, rak daoust ha ma’z eus un doare tabou o tennañ da glaskerezh ha diorren louzoù efedus diazezet war dalvoudegezh yac’hadel sklaer ar c’hanab abalamour dezhañ bezañ bet disklêriet un doare dramm er-maez eus al lezenn, ne dalvez ket war-eeun e rankfe bezañ digastizelet e implij dudius. Ne vez ket klevet, da skwer, kalz a dud o c’houlenn groñs ma vefe aotreet implij dudius ar morfin pe ar metadona war digarez ma vezont implijet ingal war dachenn ar vezegiezh.

D’am soñj, p’emeur o kaozeal diwar-benn implij dudius ar c’hanab e ranker tec’hel diouzh savlec’hioù dreistfrankizour rik, prezegennet gante eo dieub pep hini d’ober ar pezh ma fell dezhañ gant he c’horf pe e gorf, zoken ma c’hell sevel diwarnañ dilerc’hioù noazus a c’hellfe lakaat ar yec’hed pe ar vuhez en arvar evelkent. Ar Stad n’hall ket tec’hel diouzh he c’hiriegezh – hep tadelouriezh – rak he dever eo gwareziñ hevoud ar c’heodedourezed hag ar geodedourion dindan he beli war pep tachenn ar vuhez (hini al labour, ar yec’hed, an deskadurezh, h.a.). Hag evel-se ranko bezañ e Republik Sokialour Breizh an dazont ivez moarvat…

Ne ranker ket treiñ kein neuze d’an dilerc’hioù noazus a bep seurt a c’hell kas dezhe implij n’eus forzh doare dramm (en o zouez ar butun hag an alkool hag al louzoù aotreet ivez, evel-just), rak n’eo morse dinoazus ha diriskl da vat n’eus forzh peseurt danvezenn psikoaktivel.

Gallout a rafed arguzenniñ, dre ma ne vez kastizet e gwirionez implij ar c’hanab peurvuiañ, e vefe ar bep poellekañ neuze e aotreañ da vat hervez lezenn. Bezo ma vezo, arabat ober skouarn vouzar ouzh riskloù implij ar c’hanab evit ar yec’hed (koulz hini ar c’horf hag hini ar spered), en o zouez, da skwer :

  • Al labour-skol a c’hell mont war washaat dre implij re alies ar c’hanab gant ar c’hrennardezed hag ar grennarded dre disteraat ar memor.
  • Pa vez implijet a-hed ar wezh e c’heller dont da vezañ estoue outañ (anvet ‘strafuilh dre implij ar c’hanab’, pe CUD e saozneg), ha gallout a ra ivez lakaat ar riskl da diorren ur psikoz ha ar skizofreniezh da vont war gresk, dreist-holl en tud gante un doug genetek.

N’eo ket kudennoù dister anezhe, hag arabat ankounac’haat ouzhpenn eo disheñvel respont hini pe hini pa vez komeret ganti/añ un danvezenn psikotropek bennak. Disheñvel e c’hell bezañ efedoù an hevelep danvezenn neuze, ha n’eo ket dudius na diriskl atav ivez. Setu perak, daoust ha ma c’hellfe efedoù ar butun pe an alkool (aotreet hervez lezenn o-daou) pe ar sukr gwenn zoken bezañ ken gwallus pe gwallusoc’h c’hoazh evit re ar c’hanab, arabat krediñ e vefe dinoazus ar c’hanab d’e dro.

En ur c’hoût kement-mañ, hag en desped d’an efedoù pozitivel a deufe diwar lezennekadur ar c’hanab (en o zouez reoliañ ar c’halite evit gwellaat ar yec’hed publik, pe c’hoazh lakaat termen d’ul lodenn vras eus narkotrafikerezh hag ar c’hudennoù torfedel liammet outi), eo ret derc’hel kont atav eus an efedoù noazus pe noazusoc’h a c’hell diwanañ diwar implij ar c’hanab hag ar riskloù koulz evit an hiniennoù (d.s. kleñvedoù an avu), hag evit ar gevredigezh en he fezh (d.s. gwalldarvoudoù bleniañ).

Evit dont a-benn da dizhout un implij atebek ha poellek, eo dav anavet atav holl efedoù un danvezenn bennak, hep ankounac’haet ar re negativel. Da lâret eo, pa ginniger digastizelañ pe lezennekaat implij dudius ar c’hanab, e ranker sevel war un dro ur c’houlzad kelaouiñ a-doare diwar e benn en ul lakaat an holl efedoù noazus sklaer war-wel a-benn disteraat an droug a c’hellfe sevel diwarnañ.

Robert Neal Baxter

Geriaoueg verr

(hervez TermOfis)

danvezenn psikoaktivel : substance psychoactive

didorfedeladur : décriminalisation

dienkrezerioù : anxiolytiques

digastizelet : dépénalisé

dilerc’hioù : conséquences

doug genetek : prédisposition génétique

dreistfrankizour : ultralibéral

estoue : dépendant

implij louzaouus : utilisation thérapeutique

koulzad kelaouiñ : campagne d’information

lezennekadur : légalisation

skleroz strewek : sclérose en plaques

strafuilh : trouble (psychologique)