Archive

septembre 8, 2018

Browsing

Maria Osório zo deuet maez deus toullbac’h Mansilla de las Mulas e rannvro al Leon d’ar gwener 07 a viz Gwengolo goude bezañ tremenet 7 vloaz e prizoniou stad-spagn.

Kondaonet e oa bet da 10 vloaz e penn-kentañ evit bezañ sikouret da embann paperiou faos evit izili all ” Resistenza Galega” ur strollad armet dizalc’hour ha sokialour galizad  , digresket e oa bet ar c’hastiz da 7 vloaz ha 9 miz goude.

Tri ezel all eus “Resistência Gallega” a chom c’hoazh en toullbac’h gouez d’an aozadur Ceivar a ra war o zro. An tri stourmer politikel evit Galiza dizalc’h ha sokialour zo bac’het pell deus o bro en desped da lezennou Europa.

Evit skrivañ dezhe :

Roberto Rodríguez Fialhega

Centro Penitenciario La Moraleja
Ctra. Local P-120
34210 Dueñas (Palencia)

Eduardo Vigo Dominguez

Centro  Penitenciario Ocaña 1
Mártires de Ocaña, 4
45300 – Ocaña (Toledo)

Raul Agulheiro Cartoy

Centro Penitenciario Villabona (Asturias)
Finca Tabladiello
33422 Villabona-Llanera (Asturias)

Ur vanif aozet evit prizonidi politikel Galiza