Archive

septembre 9, 2018

Browsing

Boaz eo brogarourien Asturies lidañ devezh broadel Asturies d’an 8 a viz Gwengolo.

Abaoe meur sizhun stourmerien Andecha Astur ( dizalc’hourien an tu-kleiz e Asturies ) a oa o kabaliñ hardizh a-benn lakaat war wel an azgoulenn republikan e Asturies ivez d’ur c’houlz ma vez kaozeet muioc’h mui  er stad a-bezh deus dibenn renad 1978 hag e vonreizh diamzeriet. Ma n’eo ket kreñv kreñv an emskiant vroadel en Asturies, pas kreñv bepred evel ma vez e Galiza da skouer, eo deuet a-benn ar stourmerien hag ar stourmerezed da vodañ tro-dro d’o geriou stur ha d’o deiziataer politikel un tamm mat a dud.

E dibenn miz Eost izili an talbenn ” Lluchando pola Soberanía” a gaver ennañ komunourien Asturies ar PCA  gant dizalc’hourien Andecha Astur o doa dispaket ur pezh giton e Pont Roman Cangas de Onís , pa oa deuet di tiegezh roue Spagn, a embanne faro ha digemplezh ” N’he deus Asturies Roue ebet ” ( “Asturies nun tien Rei” ) .

Dindan ar ger-stur se o doa kendalc’het da gabaliñ betek disadorn.  Muioc’h evit 500 den o doa kerzhet etre Arriondes ha Cangues dindan bannielou glas Asturies hag ar bannielou ruz pe c’hoazh mouk degaset gant ar gwregelourezed. Berzh he doa eta ar gerzhadeg republikan , dizalc’hour ha gwregelour. Un trec’h eo eme an aozourien.

Er sizhunvezhiou da zont e vo manifestet adarre kredapl gant an holl re se , kar e doug miz Here e vez stank an tolpadegou e koun emsav republikan Here 1934 er vro.