Archive

décembre 11, 2018

Browsing

200 vloaz goude ganedigezh Karl Marx ha 135 bloaz goude e varv, skipailh Stourmomp a ginnig deoc’h ul levrig fentus ha brav d’ober anaoudegezh gant preder an dispac’hour kozh ha kement-se e brezhoneg mar-plij !

E 2013 e oa bet skrivet al levr gant Joan R. Riera ha treset gant Liliana Fortuny, katalaniz anezho. Joan Riera zo e penn an ti-embann El Llums ha Liliana Fortuny tresourez a-vicher brudet e Barcelona. Da heul an embannadur e katalaneg e oa bet troet e kastilhaneg met ivez e kembraeg, ha portugaleg Brazil.

A-drugarez d’ar gembreadez Sioned Hâf he doa graet war-dro ar stumm kembraek,  ha dre hanterouriezh Twitter hag e brezhoneg kar e oar hi hor yezh, skipailhig Stourmomp zo deuet a-benn da skoulmañ darempredoù gant Joan R. Riera.

Setu ma c’hell ar vrezhonegerien lenn int ivez an 32 bajennad kinklet brav ha troet diwar ar c’hatalaneg evit en em gustumiñ ouzh soñjoù Karl Marx diwar-benn ar goproù, an dreisttalvoud hag an darempred sokial etre an implijer hag al labourerien. Diazezet eo an istorig war tonkad Frederik ha Roza, peizanted anezho, divroet da Liverpool hag aet da vicherourien da vare kresk an uzinoù dre vurezh. Ober a reont anaoudegezh gant direizhder dasparzh ar pinvidigezhioù produet hag int da sevel o mouezh…

Ur roll gerioù liammet gant an ekonomiezh zo kinniget e penn-kentañ al levr evit eskemm e brezhoneg war ar pemdez ha magañ hon arguzennoù hag hor stourmoù.

Istor Bihan Karl Marx” a blijo d’ar vugale adalek 8 vloaz dre vras, met brezhonegerien kalz koshoc’h a zesko traoù en ur lenn al levr bihan ruz se a c’heller prenañ dre aze.

Kar evel ma lavar skipailh Stourmomp diwar-benn Karl Marx  er rakskrid :

E oberenn bolitikel evit deskrivañ direizhded ar gevalaouriezh hag an hent stourm en deus kinniget evit ma c’hellfe al lodenn vrasañ eus an denelezh en em zizober eus krizder lezenn ar marc’had a chom talvoudus e meur a zoare.