Brezhoneg / Articles en Breton

Evit souvereniezh ar pobloù, nann da Unaniezh Europa

Pinterest LinkedIn Tumblr

Diwar atizh ar strollad etrebroadelour euskarat “Askapena” ez eus bet roet lañs d’ur manifesto etrebroadelour evit addegas da soñj d’an dud, un nebeud sizhunvezhioù a-raok ar votadegoù a vo e Unaniezh Europa, petra eo palioù gwirion Unaniezh Europa. Roll ar sinerien a vo kavet dre aze, mont a ray war greskiñ. E Breizh eo bet sinet gant strollad an tu-kleiz dizalc’hour (Breizhistance) ha Dispac’h. 

Sed aze testenn ar manifesto.

“EVIT SOUVERENIEZH AR POBLOÙ, NANN DA UNANIEZH EUROPA”

Kensinet o deus un toullad aozadurioù sokial, sindikadel ha politikel ar manifesto-se, a-benn kas drezañ ur gemennadenn da holl labourer.ien/ez.ed. ar c’hevandir :

Nac’hañ a reomp ensavadur politikel, armerzhel, milourel ha sevenadurel Unaniezh Europa hag a voug ar pobloù ha renkad ar vicherourien, aozet eo evit difenn ar reizhiad kevalaour, impalaerelour ha tadelour evit gounid un nebeud tre a dud.

Emaomp e kreiz ur maread ma kresk ar faskouriezh, ar ouennelouriezh, hag estrengasouriezh, ur mare merket gant un dismegañs hag ur feulster a-enep ar maouezed pe ar c’horfoù maez ar reolad, er mare-mañ e prenner an harzoù, e vez distrujet ar gwirioù hiniennel ha stroll, emaomp ur c’houlzad a dalvez ez a war baouraat ar boblañs ha war zisteraat gwir al labour, ur maread fall evit an tirderioù hag al labour-douar lec’hel, ur maread a breizherezh danvezioù e-barzh hag e diavez da Unaniezh Europea, ur maread a servij evit prevesaat ha troc’hañ ar budjedoù sokial diwar urzh ar c’hevala, ur c’houlzad a redoù poblañs adalek diabarzh ha diavez Unaniezh Europa, ur maread a waskerezh evit a re a sav, a gan pe a skriv a-enep d’ar galloud-se, ur mare merket gant ar fed ma vez nac’het d’ar pobloù ar gwir d’en em dermeniñ, en ur mare m’az a war galetaat tagadennoù impalaerouriezh ar Stadoù-Unanet hag Aozadur ar Feur-emglev Norzh Atlantel.

Da lâret eo ur mare argad a-enep ar pobloù hag hollad renkad al labourerien. Gouzout a reomp n’eo ket ur blegenn ispisial hag a gemmo a-benn nebeud, ur gudenn hollek an hini eo liammet gant an ensavadur a-bezh : respont nerzhioù ha galloudoù Unaniezh Europa a-benn derc’hel da ziorren daspugnadur ar c’hevala. Ha kement-se daoust ma’z eo bet diskouezet deomp evel dremm ur raktres digor ha mousc’hoarzhus, ganet eo an Unaniezh evit difenn ha mirout interestoù pennoù bras Europa.

Setu perak e sonj deomp n’hall ket bezañ adreizhet hag azasaet an ensavadur diouzh c’hoantoù hag interestoù ar pobloù hag ar renkadoù pobl. Ensavadurioù nann demokratel eo an Troïka, Kengor Europa, Aozadur Feur-Emglev Norzh Atlantel, EUROPOL ha kement zo tout, un ostilh arvevadek ha dieffedus eo Parlamant Europa, e servij begennoù uhel ar c’hevala ha galloud an embregerezhioù liesvroadel. Kement politikerezh daizelat a dremeno dre ret dre zisaverezh Unaniezh Europa hag un ur sevel ur skouer politikel embarzhus a vije gouest da vont pelloc’h eget an egor douaroniel a vremañ, ha diazezet war ar c’hengred ha souvereniezh ar pobloù.

Europa, miz Du 2018

Write A Comment