Actualité / Keloù

Krouidigezh Unvaniezh Studierien Breizh

Pinterest LinkedIn Tumblr

D’ar yaou 4 a viz Ebrel eo bet aozet emvod meur Unvaniezh Studierien Breizh àr kampus Keryann e Roazhon. Mouezhiet eo bet al linennoù pennañ, ur c’huzul broadel hag ur burev en hon aozadur.

Un nebeud mizioù ‘zo hor boa lañset ur listennad e dilennadegoù kannaded studierien ar C’HROSS, ‘lec’h ma hor boa tapet 3.5% ag ar mouezhioù. Memes mard eo ur sifr bihan, eo bet lañset ur c’helc’hiad nevez dre an dilennadegoù ha bodet hon eus studierien o deus c’hoant enskriviñ en deizataer ar yaouankiz hag a zo o studiañ ar c’hudennoù broadel ha sokial. Aveit an dra-se e c’halvomp an holl studierien ha deskarded a-du get hor soñjoù hag o deus c’hoant sevel un dazeilad a-gleiz, aveit emsavelidigezh pobl vreizh, aveit an ekologiezh, ar benelouriezh, ar brezhoneg, hag a-enep an holl disparzhoù da zonet e darempred ganomp dre bostel : unvaniezhstudierienbreizh5a)gmail.com pe àr ar rouedadoù (facebook, twitter, instagram) e @studierienBZH.

Ha pediñ a reomp ivez studierion Roazhon 2 da vouezhiiñ evit hor listennad gant Lu Dumbledore anvet : « Lu Dumbledore : ur vouezhiadenn evit Roazhon 2 » d’an 9 ha 10 a viz ebrel evit digas hor mennozhioù e kuzulioù kreiz ar skol veur.

Etre daouarn ar yaouankiz emañ dazont hor bro !

 

Write A Comment