Brezhoneg / Articles en Breton

Gwengamp : tolpadeg evit ar repuidi

Pinterest LinkedIn Tumblr

Un hanter-kant den bennak a oa deuet d’ar gwener 7 a viz C’hwevrer da embann o nec’hamant dirak emzalc’h kuzul departamant Aodoù-an-Arvor da geñver ar repuidi yaouank dindan 18 vloaz.

Kalz deus an dud strollet dirak ti an departamant e Gwengamp zo engouestlet er c’henskoazell war ar pemdez gant ar repuidi e bro-dreger. Sed aze ar pezh o deus da lâret :

Kengred gant ar repuidi !

Dirak Ti Departamant Aodoù an Arvor emaomp hiziv da damalliñ ouzh doareoù ar framm-se e-keñver ar bod hag ar c’hengred da geñver ar repuidi, ar re vinor en o souez kenkoulz ha lavarout ur wech ouzhpenn hor souten da viken evit hor c’hoarezed ha breudeur deuet nevez’zo e Breizh da gavout un dazont gwelloc’h o tec’hout kuit deus o bro abalamour d’ar brezelioù, d’an hin, d’ar baourentez , d’ar broioù direizh ha graet freuztal gante goude bezañ bet trevadennet gant broioù an Hanternoz.

Barregezh ar bod hag ar c’hengred a zo bet gouestlet d’an departamantoù da geñver ar vugale hag hon hini a zo an hini gwasañ e Breizh a-bezh evit-se. Bep sizhun e vez lakaet ur minor maez deus ar frammoù-sikour pa oa dindan karg an departamant koulskoude. Enebet e vez ouzh e vinorelezh diabeg ( e brezegen amsklaer, e neuz, diouer a baperioù…). Panevet kengred ar vretoned e vije dekadoù a dud yaouank a dremenje ar goañvezh en tiez-gar, e-barzh un delten peotramant dindan ar pontoù.

Strolladoù-tud bod-kengret a zo bet savet a-gleiz-hag a-zehoù da asuriñ ar bod e familhoù’zo hep tamm sikour ebet eus perzh ar Stad. Gant ma kendalc’ho ar Stad-c’hall da wallgas ar re vreskañ e kendalc’himp an engouestl-se he ne asantimp biken da zispartiañ ar c’hengred. Ha pa vez lâret deomp ha ne c’hallfemp ket degemer an holl re baour deus ar bed e respontomp-ni hag e c’hall Bro-C’hall kenderc’hell da breizhañ an holl binvidigezhioù deus ar broioù-se hep derc’hel kont eus an efedoù war o foblañs. Respont a reomp ivez hag e c’hall forzh peseurt europeanad en em staliañ el lec’h en devez c’hoant er bed, kaout ur viza labour pe vakañsiñ pa vez dibosubl evit  ar re a zo o tont deus ar broioù-paour, re rouzet int, re vuzulman, re baour!!!

Dilennidi a zo e Roazhon koulskoude ha sañset int da vezañ mouez ar vretoned ( ha bretoned eo ar repuidi keit m’emaint o vevañ e Breizh ). Ha ken laouen eo an dilennidi-se da zegemer bourc’hizien war o leve ma votont evite budjedoù digredabl da lakaat an LGV, pezh a washao an traoù e-keñver ar re vunut e kêrioù Breizh. Hag evit  ar repuidi ¿  Mann-ebet! Ne vefe ket ar varregezh gante! N’ho deus nemet da c’houlenn ar varregezh-se koulskoude ha ma vez nac’het e vez tapet memestra met evit-se o devez ezhomm eus intrudu politikel kalonek, ar pezh a ra diouer dezho !!! Lezel a reont ar c’houarnamant-gall da lakaat he lezennoù e pleustr gant sikour ar prefed hep rannañ grik !

Hent ar c’henlabour gant ar politikerezhioù gall gouennelour ha serret en deus dibabet Departamant Aodoù an Arvor, splannoc’h-splannañ ez eo ! Ha setu-ni, keodeded breizhad dianv, divrud, ha ma vefemp stourmerien pe get, a lâromp groñs adarre hag ez eo hag e chomo Breizh un douar degemerus ha brokus evit ar repuidi an holl gwitibunan a fell dezhe dont d’en em staliañ amañ. Da viken e kavint ur c’hengred gwirion ha padus.

Dec’h, hiziv evel warc’hoazh, Kengred gant ar repuidi. Breizh bro ar bod.

Strollad-tud Kengred

kengredbhb@gmail.com

Tél : 06 38 34 99 98

Write A Comment