Category

Brezhoneg / Articles en Breton

Category

Deuet eo brav gant rouedad ar skolioù Diwan disadorn pa oa deuet tro 1200 den e kêr Sant-Brieg da c’houlenn digant ar c’huzul-departamant arc’hantaouiñ ur gwir politikerezh yezh.

Klevit ‘ta pennoù bras e Sant-Brieg, roit arc’hant d’ar brezhoneg !” a oa unan deus al luganioù niverus bet klevet e genoù ur mor a dud yaouank, pe c’hoazh : “Muioc’h a vrezhoneg war an hentoù, er radio hag er skolioù” !

Ma’z eus bet a gozh ur gumuniezh vrezhonek oberiant e Sant-Brieg evit lakaat hor yezh da vevañ e oa moarvat ar wezh kentañ ma vije bet kement a dud o c’houlenn groñs gwirioù hag arc’hant evit ar brezhoneg e kêrbenn Aodoù-an-Arvor.

Gwall nec’hus eo emzalc’h ar muiañ-niver zo e penn bodadeg an departamant, dipitus e meur a genver. Ha diseblant penn da benn da c’houlennoù ar bed kevredigezhel a lakaa ar yezh da vezañ komzet ha klevet.

Evit poent ez eo dreist-holl war stad fall abominapl savadurioù Skolaj Diwan Plijidi e lakaer ar gaoz, met anv zo ivez deus an diouer a youl war dachenn ar pannelerezh, arc’hantaouiñ an tiez-bro, ar stummadur… War-bouez klemmichal o tisplegañ ez eo goullo kefioù ar c’huzul-departamant ne ra ket kalz strivoù Christian Coail, brezhoneger anezhañ, evit frealziñ ar gumuniezh vrezhonek koulz hag ar rouedad kevredigezhel.

Sed aze ar skrid bet skignet gant Diwan a zispleg petra eo kirriegezhioù lezennel an departamant war dachenn ar yezh. Barregezhioù ret, dianav penn da benn d’ar re a ra ar muiañ niver e bodadeg an departamant 22. Diouzh ar pezh a gomprener eo mennet familhoù ha kelennerien Diwan da genderc’hel betek ma vint klevet gant pennou-bras Sant-Brieg !

D’an 29 a viz Mae 2021 tost da 15000 Breizhiz a deuas holl gwitibunan betek Gwengamp evit degouezh ar Redadeg. Ur wezh c’hoazh e departamant Aodoù-an-Arvor e c’hoarvezas d’ar brezhoneg bezañ douget gant un darvoud poblek. Kaoz a voe da lidañ nerzh ar yezh ha da zifenn ar skolioù Diwan a voe bet diskleriet kontrol d’ar vonreizh abalamour da implij ar soubidigezh.

Abaoe ar skolioù Diwan koulz ar skolioù dre soubidigezh en Euskadi, Katalonia, Okitania, Korsika o deus bet ur c’helc’hlizher gant ar ministrerezh da suraat ar c’helenn dre soubidigezh hag ar stad dre ur emglev gant Rannvro Breizh zo en emouestlet da implij ha treuzkas yezhou Breizh.

A-drugarez d’ar stern se ha d’al lezenn niv. 2021-641 eus an 21 a viz Mae 2021 diwar-benn gwareziñ glad ar yezhoù rannvro hag o brudañ, a reer lezenn « Molac » anezhi, e rank ar Stad hag ar strollegezhioù tiriadel sikour kelenn, skignañ ha brudañ ar yezhoù rannvro. E Kod hollek ar strollegezhioù tiriadel e lavarer, er mellad L1111-4, « Ar barregezhioù a sell ouzh ar sevenadur, ar sport, an touristerezh, brudañ ar yezhoù rannvro hag an deskadurezh poblek zo fiziet er c’humunioù, en departamantoù, er rannvroioù hag er strollegezhioù ur statud ispisial ganto ».

Memes mod dre al lezenn NOTRe e tisklêrier ez eo stag ar politikerezhioù evit harpañ ar yezhoù rannvro ouzh barregezhioù kenlodennet. Ar framm-se a ro an digarez da galz a strollegezhioù da lakaat e pleustr ur politikerezh yezh a-benn reiñ un dazont d’ar brezhoneg, o kemer harp war lusk rouedad ar skolioù Diwan.

Ne c’hellomp ket asantiñ e chomfe Departamant Aodoù-an-Arvor war vord an hent a vez tapet gant muioc’h-mui a zepartamantoù, kêrioù hag etrekumuniezhioù e Breizh.

E 1995 e oa bet digoret skolaj Diwan Plijidi. Kazi 30 vloaz zo ! Skolioù Diwan Pempoull, Gwengamp, Lannuon,Sant-Brieg a oa bet digoret a-raok. Goude digoradur ar skolaj nemetañ e oa bet digoret skolioù Diwan e Dinan, Louaneg, Plounevez-Moedeg ha Boulvriag. Ouzhpenn d’ar c’hresk diabarzh e vez degemeret  gant Skolaj Plijidi kalz krouadurioù bet skoliataet en hentenn divyezhek bublik mennet evit kenderc’hel gant ar soubidigezh en eil derez.

Abaoe 1995 n’omp ket bet sikouret gwezh ebet da ledanaat ar c’helenn en eil derez dre soubidigezh en departamant.

Setu m’az aimp da Sant-Brieg da vanifestiñ  d’ar Sadorn 3 a viz C’hwevrer evit ma labouro asambles strollegezhioù Aodoù-an-Arvor da reneveziñ skolak Plijidi zo erru leun ha dirapar, hag evit ma vo graet deomp kinnigoù pleustrek evit un eil lec’h ma ne zere ket dezhe kinnig Perroz-Gireg. Ret e vo dezhe respont d’ar goulennoù kreñv a zo gant ar c’hevredigezhioù a vez o labourat a-benn reiñ ur plas reizh d’ar brezhoneg er vuhez foran, e dreuzkas hag ec’h implij, koulz hag evit reiñ an dazont dleet d’hor yezh.

Diwan.